Al Laër hac ar C’hy.

Eus Wikimammenn
◄   Ar C’houlmet hac ar falcon. Al Laër hac ar C’hy. Ar Bley hac ar Vouïs.   ►



FABL 21.


Al Laër hac ar C’hy.


Eul laër d’ar c’hy roë bara
O sonjal e tavje ontàn.
Ar c’hy a lavaras : nebon,
Mèn a anve da dromplezon :
Eun tam bara, emeout, dal,
Evit ma tavin a arzal ;
Mæs n’em eus netra da ober
Gant da zonezono dister.
Var digare bara d’ar c'hy
Te laëro qement so en ty.

Sans moral.


Ne zouget qet a fe ato
Da gojou coant na da offro :
Cals a roïo dec’h eur spillen
Evit filoudi eun yjen.