1240-1940 : 700 vloaz a zo ar yuzevien a voe stlapet er maez eus breiz, kemennadurez Yann ar Rouz

Eus Wikimammenn


1240-1940

700 vloaz a zo
ar yuzevien
a voe stlapet er maez
eus breiz


KEMENNADUREZ YANN AR ROUZ

E skridou koz Breiz, n’eus hano ebet eus ar Yuzevien a-raok an XIIIvet kantved. Neuze hepken eo o gweler oc’h en em zila dre ar vro hag o suna evel ma ouezont ker brao hen ober, danvez ar gristenien.

Kement a gounnar a zavas, en o eneb, ma tougas an duk Yann ar Rouz eur gemennadurez evit o stlepel er maez eus Breiz.

Ar gemennadurez-se eo kosa hini douget gand hon Duked ha deuet betek ennomp war ar baperenn end-eeun m’oa bet skrivet warni da genta ; an A. de la Borderie, istorier Breiz en devoe he miret etouez e baperou ; skrivet eo e latin ; setu aman an darn vrasa anezi troet e brezoneg : Yann, Duk Breiz hag Aotrou Richemond a zalud kement hini a lenno al lizer-man. Klevit mat. Ni, war goulenn Eskibien, abaded, tudchentil ha gwizien Breiz, goude beza klasket piz, mad ar vro, a stlap er maez eus Breiz kement Yuzeo a zo enni.

Na ni, nak hon tud war hon lerc’h, ne c'houzanvimp eun unan anezo war hon douarou ha ne fell ket d'eomp ken nebeut gwelet hini eus hor sujidi ouz o gouzanv war o re.

Ar re o deus dle e kenver ar Yuzevien a zo o chom e Breiz, n'eus fors penaos int deuet da dapa an dle-se, ni a ra eur groaz warno.

An douarou bet laket e kred, war goulenn ar Yuzevien, an arrebeuri ha kement mil mad o deus kemeret perz warnan evit en em baea a zistroio holl dar re o deus dle pe d'o heritourien, nemet an douarou pe ar madou all bet gwerzet d'ar gristenien goude ar varnedigez douget en hol lezvarn.

Den ebet ne dle beza tamallet na stlejet dirak ar varnerien evit ar Yuzevien a zo bet lazet betek hen...

Graet e Ploarmel d'ar meurz a raok ar zul Fask. (10 a viz ebrel 1240)

Sant Thomas (1226-1274) hag a veve e amzer an Duk Yann ar Rouz, a lavare e oa henvel ar Yuzevien ouz eun toullad tremenidi a bign war eur vag evit ober hent hag epad m'ema ar gristenien o rouenva a laer diwar o c'houst ar pez a c'hellont hag a doull zoken korf al lestr ; n'eus nemet eun dra da ober d'ezo, eme an Doktor bras hag eo o lakat da resteuler o laeronsiou da zigoll an dreminidi o deus diheiliet o fakadou hag ober d'ezo goudeze rouenva e lec'h ar gristenien.

Setu dres ar pez a glasker ober d'ezo adarre breman, eun tamm, e holl broiou an Europ.

Y. V. P.