Tro

Eus Wikimammenn
J. Maisonneuve ha Ch. Leclerc, 1889  (p. 215-218)


TRO
(Kentel[1] genta)



Plac’hig euz ann Douar-Newe
Ladira la la la la la
Plac’hig euz ann Douar-Newe,
Hag en e brao bean aze ?

— Braoig[2] awalc’h en em gavfenn
Ladira…
Braoig awalc’h en em gavfenn,
M’vije gan-in ’nn hini garjenn.

’Man hoc’h hini war ann dachen.
Taped ho tornik war he benn.

— ’Man ket ma hini ’barz ar vro,
Gant sort azo me dremeno.


Aman zo eunn torkad dizorc’hen,
Kemer unan war ann dorchen.

— Huel ann heol e beg ar gwe ;
Roed d’in eur pok en amitie.

— C’houi ’po unan ha daou, ma ve,
Ha keit ma bado hon bue.


TRO
(Eil kentel)


Piac’hig euz ann Douar-Newe
Ladira la la la la la
Plac’hig euz ann Douar-Newe,
Hag en e brao bean aze ?

— Madik madig [3] en em gavan,
Ma ve gan-in ’nn hini garan,

— Choazed ha kemered ho c’hoant :
Bean zo eunn torkad reo goant ;

Med bean zo ’nn torkad dizorc’hen,
Hag ho dispartia vo red.

Med kent evid en em gouitat,
Vo red pokat a galon vad ;


Vo red pokat a galon vad :
Eur pokik d’ehi a galon vad ;

Eur pokik d’ehi a c’hiz newe,
Ha lezd [4] hi eno goude-ze



Chanté par Perrine Hélo, couturière, et Katel Le Meur, blanchisseuse, de La Roche-Derrien.

  1. Kentel — leçon, lecture, version.
  2. Brao — beau : le diminutif braoïk est intraduisible.
  3. Madik-madig, double positif, qui équivaut au superlatif : impossible de l'exprimer, à cause du diminutif ik. (V. braoik dans la version précédente.)
  4. Lezd, par contraction pour lezed.