Torfejou Potred ar Gommun

Eus Wikimammenn
Meur a hini
J.-P. Gadreau, 1872  (p. 37-41)



TORFEJOU POTRED AR GOMMUN [1]


————


En amzeriou diveza euz ar brezel eneb ar Prusianed, ar ganfarded hag ann dud falla euz a Baris a em glevaz evit ober un tol-fall. Darn a zo hag a lavaro d’ehoc’h penoz ez oant Republikaned, met na gredet ket se, rag na oant met ur bagad tud diskiant, tud kollet, torfetourienn kalz anezho, met Republikaned, nann a-vad !

Ar c’houlz (l’occasion) a oa dibabet mad, rag kalz a dud a oa troët ho fenno gant ar brezel hag ar poanio ho defoa gouzanvet (souffert) epad ar sezi (le siége) ; hag ann dud-se, lakêt en gaou (trompés) gant ar re fall, an em savaz ive gant-ho.

Ann unan ha tregont a viz Here 1870, e teujont gant armou da di-kêr (l’hôtel-de-ville) Paris, ha e kemerjont (firent prisonniers) ar jeneral Trochu, ann otro Jules Favre hag ar re all euz ar gouarnamant. Evurusamant mobiled Breiz a deuaz, hag a lemjont ann otronez-se euz daouarn ann insurjeed, hag evel-se hec’h eaz tol ar re-man da fall.

Ho zol hec’h eaz c’hoaz da fall ann 22 a viz Gwenveur 1871 ; met en dro-se a oe tennou fuzuil, hag un neubeud a oe zoken lac’het. Ar wez kenta ma c’honejont a oa en deziou kenta a viz Meurs. Pa deuaz ar Prusianed en kêr Paris, potred ar Gommun a gemerraz un niver braz a ganonou, indan digarez da harza ann enebourienn d’ho c’has gant-hê, ha ho savjont war-lein ar menez hanvet Montmartr, pehini a zo huel dreist Paris.

Ann 18 a viz Meurs, pa oe êt-kuit ar Prusianed euz a Baris, ar gouarnamant a gasaz soudarded evit as-kemer ar c’hanonou ; met ar soudarded-se (pere a oa euz ar 88e rujumant a Vale (de marche} ha nan a linenn, evel ma zo bet lâret) — ar soudarded fall-se eta, el-lec’h ober ho dever, a dremenaz en tu ar re a oa em savet a-enep ar gouarnamant. Ann otro Thiers hag he vinistred a renkaz neuze mont er meaz a Baris, hag a em denjont da Versailles, rag Paris holl a oa indann veli (sous la domination) ar re fall. — Ar Jeneral Clement Thomas, ur republikan mad, a oe fuzuillet gant-hê, hag ive ar jeneral Lecomte, anavezet gant ur soudard fall bet kastiet (puni) gant-han ha pehini a diskuliaz anezhan (le dénonça) d’ar vuntrerien all.

Ur sizun divezatoc’h, vel ann dud vad na c’hallent ket em glevet etre-z-he, ha vel ma oa kalz anezho ive hag a oa êt kuit euz a Baris, vit na vijent ket laeret, pe marteze lac’het, ar re-fall (les révoltés) a reaz electionou evit henvel ur Gommun. Lâret hon euz huelloc’h petra ez oa ar Gommun-se. Ann elektourienn onest a oa chomet en Paris, a deuaz a-benn gant kalz a boan, da ober henvel un neubeud kuzullerienn (conseillers) onest evel-t-he, pere a em dennaz kerkent, pe a roaz ho demission, evel ma ve lâret en gallek, rag na ioullent ket chom e-touez ur bagad tud foll, tud kolet a c’hle (perdus de dettes), laeron ha kanfarded deut euz a bevar c’horn Bro-C’hall, hag euz ar broiou all zoken. Ar Gommun a lakeaz staga euz mogerou Paris embannou (des proclamations) braz ; lavaret a ree en-he penoz he c’hoant a oa difenn ar Republik enep Versailles, e pelec’h ez oa koulzkoude, hag eman c’hoaz gwir gouarnamant ar Republik. Henvel a reaz jeneraled, — grêt war ann tol, gant a bep rum tud ; — evit bale enep armeou Franz, evel ar Prusianed. Hep dale a oe embannet ul lezenn (un décret) terrupl gant Cluseret, ministr ar brezel, evit ar Gommun, ha pehini a oa ur c’hoz kabitenn kaset-kuit gant disenor euz a armeou ar Franz. Al lezenn-se a lavare penoz ann holl dud, a-dalek seitek bete daou ugent vloaz, a renkje kemer ann armou evit difenn ar Gommun eneb gouarnamant Versailles ; hag ar re na iouljent ket bale a galon vad, a vije grêt d’ezho mont dre nerz. Ann hevelep deiz, ar Gommun a reaz kemer ha lakaad er prison arc’heskop Paris, hanvet ann otro Darboy, hag ann otro Deguerry, person ar Vadalenn, en Paris. Ur sizun divezatoc’h a reaz c’hoaz teurrel er prison ur républikan mad hanvet ann otro Chaudey. Un niver braz a veleien a oa c’hoas lakêt er prisoniou, hag ive kalz a jendarmed. Meur a iliz a oe serret, pe a oe grêt anezhe salliou publik, en pelec’h tud ar Gommun hag ho mignoned a deue da lâret, pe welloc’h da huchal (brailler) a bep-seurt traou foll, mezuz ha spontuz. Leanezed a oe lakêt er prisoniou, lec’h ma lakaer peurliesa ar merc’hed a vuhe fall, ha potred ar Gommun, pere ho dalc’he eno, ho goapaë hag a lavare d’ezhe bep seurt komzou fall.

E-keit-se, memprou ar Gommun ho defoa aoun vraz da welet ann traou o trei a-enep d’ezhe. Unan ho jeneraled, hanvet Flourens, a oa bet lac’het en un emgamm (dans un combat), hag unan all, hanvet Duval, a oe kemerret gant ar soudarded, ha tremenet dre ann armou. Meur a-wez arme ar Gommun, lec’h na oa nemet tud foll, pennou avelet ha hep gwieges a-bed, — ha mezverienn dreist-holl, — a oe trec’het ha rèd d’ezhi souza ; met, siouas ! hon soudarded na c’hallent ket mont war ho lerc’h beteg ar c’hastellou (les forts) ha dreg ar mogerou, lec‘h ma em dennent.

Prestig memprou ar Gommun a em lakaaz da stourm ha da enebi ann eil egile, hag a oe grêt neuze daou pe dri gouarnamant, pere na c’hallent tam em glewet. Adalek ar mare-se ez oa eaz gwelet ez oant kollet. Darn euz ho fennou (chefs) huella a oe tolet er prisoniou gant ho c’henvreudeur (collègues) : biskoaz na oe gwelet un hevelep disurz. Ha koulzgoude a reent bepred embannou braz. Ur c’hanfard hanvet Paschal Grousset a gase embannou ha lizerou d’ar rouantelezou-all, — evel ma ra ministred evit mad (les ministres pour tout de bon), — ar gouarnamantjou anavezet er bed holl. Met arc’hant a oa rèd da gaout ive, kalz a arc’hant, ha potred ar Gommun a laere el lec’h ma ’kavent , hag a kasent soudarded d’ar Bank Franz, da denzaourou ann hentjou houarn hag ar gompagnunezou Assuransou, evit kemer ann arc’hant a vije en ho c’houffou (caisses). Cluseret, jeneral soudarded ar Gommun, abalamour n’hen defoa gallet ober netra a vad, a oe tolet en ur prison, hag en he lec’h a oe lakêt ur c’habiten euz hon armeou, hanvet Rossel, pehini, evit lavaret, hen defoa kollet he benn o welet ann holl waleuriou kouezet war ar Franz en ken neubeud a amzer. Hogen daouest da Rossel, evel da Gluseret, ann arme gaer savet en Versailles gant ann otro Thiers, a gemerraz ur c‘hastell-krenv (un fort), ha Rossel a oe, d’he dro, tolet er prison, hag en he lec’h a oe lakêt un den hanvet Delescluze, den onest gwez-all, met troët krenn brema war ann tu fall. Ar Gommun na wie ken petra a ree : un dez a kavaz ez oa mad diskar ar peul (en gallek colonne) Vendôm. Hag a oe roët urz da diskar ar peul Vendôm, pehini a oa bet savet en enor da c’honidou braz (des grandes victoires) ar Franz, indann ann Impalaër braz Napoleon I. Ti ann otro Thiers a oe ive diskarret, abalamour ma talc’he penn d’ezho, ha ma oant bet trec’het gant arme Versailles. Ha koulzgoude diskar ti ann otro Thiers, na hini den all a-bed ive. n’ho lakaje ket da c’honid war ann arme pehini a em ganne evit mad ar vro hag ar wirionez. Neuze a rejont ul lezenn all hag a lavare penoz ar veleienn hag ann dud all a dalc’hent en ho frisoniou a vije sellet evel otages, en gallek, — da lavaret eo e vijent lakêt d’ar maro mar lakaje gouarnamant Versailles fuzuilla ann insurjeed a vije kemerret o tougen armou. Gwelet a ret evel-se penoz ar Gommun, pa na wele ken gallout trec’hi, a felle d’ezhi ober ar muia a zrouk ec’h halje d’ann dud onest ha d’ar Franz holl.

Arme gwir gouarnamant ar vro a dostaë bemdez un tam euz Paris : kemer a eure tri pe bevar c’hastell-krenv (forts), hag a teuaz neuze bete mogerou kêr. Un den kalonek braz, hanvet Ducatel, a digorraz d’ezhi un nor, ha setu hon soudarded e Paris. En penn ann arme ez oa ann den kalonek braz ar marichal Mac-Mahon, karet gant he holl soudarded, ha pehini a oa bet gwall-c’houliet en Sedan. Ur sizun penn-da-benn a padaz kemer kêr holl, rag en pep streat (rue) a oa barrikadennou savet gant ann insurjeed. Er maread amzer-se (en ce moment) potred ar Gommun a reaz ho zorfejou ar muia spontuz. — Ann tan-gwall a oe lakêt gant-ho er monumantjou kaera euz Paris, evel pales ann Tuileries, ann ti-kêr (l’hôtel-de-ville), pales ar wirionez (le palais de justice), ha kalz a re-all. Un niver braz a diez a oe ive tanet, hag esea a eurejont zoken ober lammet en er un darn euz kêr, o lakaad an tan en un ti poultr (une poudrière). Met, evurusamant, na deuaz ket ho zol da vad.

E-keit-se a oe fuzuillet er prisoniou un niver braz a dud onest, jendarmed, beleienn, arc’heskop Paris, ann otro Darboy, ann otro Deguerry, person ar Vadalenn, hag ar senateur Bonjean. Un den hanvet Ferré, pehini a zo bet fuzuillet a-baoue, a roe ann urzou. Unan all, ken fall hag hen, hanvet Raoul-Rigault, pehini a oa mestr ar reiz (le chef de la police) indan ar Gommun, anaveet evit he vuhe dirollet, a lac’haz he-unan gant un tenn pistolen ar republikan Chaudey.

Ann emgannou a bade bepred en streajou (les rues) kêr, hag ar boulodou hag ar bombou a goueze stank evel grizil, hag a lac’he un niver braz a dud, hag a lakaë ann tan en tiez. Ann 28 a viz Mae, arme Versailles, da lâret eo arme ar Franz, a oa mestr euz Paris holl, hag ann dud onest a baouezaz neuze da grena evit ho madou hag ho buhe. Gouarnamant spontuz ar Gommun a oa padet daou viz hag dek deiz : hag e keit-se, pegement a gollou, a waleuriou hag a dorfejou, ma Doue !

Kalz a vemprou ar Gommun a oe lac’het, evel Rigault ha Delescluze ; Ferré, Rossel ha Paschal Grousset a oe komerret ; ann daou genta a zo bet barnet d’ar maro, ha fuzuillet ar 27 a viz Du ; ann drivet, Grousset, a zo barnet da veza kaset prisonier en un enezenn pell euz ar Franz. Kalz anezho ec’h hallaz ive em denn en Bro-Saoz, er Belgiq, pe er broiou-all, — evel Felix Pyat, un den digalon (lâche), un den fall, pehini a lakaë ar re-all da ober ann drouk, hag a vije bepred ar c’henta o tec’hel, pa vije riskl (danger).

Setu aze, ma mignoned, un histoar bêr euz ar Gommun miiliget, pehini a reaz kement a drouk d’ar Franz holl, ha kement a blijadur d’ar Brusianed. A-baoue tri c’hant vloaz na oa ket bet gwelet en hon bro ur revolt ken spontuz trec’het ha kastiet en ken neubeud a amzer, rag bete vreman ar gouarnamantjou ho defoa trec’het ar revoltjou bihan hag a oa bet diskarret gant ar re vraz. Revolution miz Gouere, en 1830, he d-eûz diskarret Charles dek en tri deiz ; ar roue Loëiz Fulup a oe diskarret en un deiz, en 1848, ha Napoleon tri, en un heur. Met potred ar Gommun n’ho d-eûz ket gallet diskar ar gouarnamant republiken, evit-he da veza tud terrupl, digalon, ha na souzent dirag torfed a-bed. Gwelet a ret mad dre eno, ma mignoned, penoz ar Republik na eo ket gouarnamant ann direiz (du désordre). evel ma zo kalz hag ho defe c’hoant da roï d’ehoc’h da gredi ; pell a-c’hane, ur gouarnamant eo hag a ra ar brezell d’ann direiz, ha na glask en pep tra nemet enor ha mad ar vro.

Dalc’het-mad eta d’ar Republik.

  1. Ar Gommun a zo ann hevelep (même) tra evel kuzulerienn municipal (les conseillers municipaux) Paris — da lavaret eo ur bagad (une assemblée) tud dibabet ha hanvet gant ar re-all evit rena traou ha madou kêr. En pep kêr, hag ive en pep paroz a Vro-C’hall, evel a Vreiz-Izel, a zo hirie ur C’honseil municipal, grêt a dud onest, ha pere a ra mad ho labour. Met ar Gommun ken brudet a Baris na oa grêt nemet a bennou avelet, a ganfarded hag a dud fall ; evel-se ive n’ho d-eûz grêt nemet pep drouk ha pep seurt torfejou, evel ma welfet dre ar pez a lenfet warlerc’h.