Pajenn:Riou - An ti satanazet.djvu/52

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
51
AL LOAR HE SKLERIJENN GAMM

he skouarn, ha, war he skouarn all, e sachas ar c’holc’hed, gant aon da glevout trouz. Rak gant an trouz a gleve ha na gleve ket, e oa deuet Mari da gemer aon ha da grenañ.

Nann, ne oa kristen ebet, d’ar mare, o c’hoari en-dro d’an ti, nemet marteze Anaon Herri a oa deuet d’ober pinijenn el lec’hioù m’en doa bevet. Ha pa soñjas en ene he gwaz, Mari a zeuas da vezañ spontet-naet.

Serriñ a reas warni dorioù ar gwele.

An horolaj a skoas un taol all. Mari a ziskoachas trumm he fenn a-zindan al liñserioù. Ne ouie ket pe an eur pe an diaoul en doa graet trouz en ti. Selaou a reas. Sellout a reas a-dreuz gwerzhidoù an nor. Ne glevas netra, mes gwelout a reas ar prenestr, prenestr he zi, sklerijennet holl evel ma vije bet al loar o parañ warnañ. Ar sklerijenn a oa gwenn, evel ar sklerijenn a dle teurel Anaon ar Gristenion p’o deus bet aotre digant an Aotrou Doue d’en em ziskouez d’an dud evit reiñ kentel dezho.

Mari a chomas alvaonet, souezhet-marv.

— « Penaos », emezi, « emañ al loar o parañ war ar prenestr ? Ar prenestr a zo troet ouzh tu an hanternoz, ha sklerijenn al loar ne c’hell, e mod ebet, tizhout anezhañ. »

Koulskoude e oa, hep douetañs ebet, sklerijenn wenn al loar, peogwir ne oa goulou ebet er-maez d’an eur diwezhat-se, tost ma oa da hanternoz.

— « Nann ! n’eo ket al loar an hini eo », a