Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/855

Eus Wikimammenn
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
9 Kerdu
855
sant beuzek

an tri gourc’hemenn-ze, e valefet hep fazian war hent ar zantelez. »

Abad Lavret a varvas en blaveziou divezan ar bempvet kantved.

Sant Beuzek ar c’houec’hvet kantved, an hini a reomp e ouel hirie, a oa mab da Azenor ; gouarn a reas eskopti Dol war-lerc’h sant Magloar, epad tregont vla, adalek ar bla 570 betek ar bla 600. Patron eo da Borspoder, da Blourin, da Veuzek-Kap-Sizun, da Veuzek-Konk ha da Dregarvan.

————


KENTEL


Unan a zaou


Bezet war evez ha pedet ! Setu aze ar pez a c’hourc’hemenne gwechall sant Beuzek d’e venec’h ; setu aze ive ar pez a c’hourc’hemenn an Iliz d’he bugale, dreist-oll, breman, epad au Azvent, evit hon zikour d’en em brepari a-benn gouel Nedeleg.

Jezuz-Krist, deut evel Hon Zalver en kraou Bethleem, a deuio evel hon Barner da fin ar bed. Pep-hini ac’hanmnp a deuio da vezan, unan a zaou, pe eur zant, pe eun diaoul.

Ober eun diaoul n’eo ket diês. N’eus nemet lezel o c’habestr gant techou fall ar galon. Ober eur zant a zo tenn. N’eo ket ma vefe red ober treo bras, mes red eo ober mat an treo bihan a rêr bemde, ha mont bepred war well.

Jakob, gwechall-goz, en eun hunvre, a welas eur skeul, a oa eur penn anezi war an douar hag eur penn-all en nenv. Ele a oa warni, a bigne pe a ziskenne, mes hini ebet aneze ne chôme a-zav. Evelse ive eman an dud war skeul ar zantelez ; holl e pignont, pe e tiskennont, unan a zaou ; hini ebet aneze ne chom a-zav.

Diskennomp ennomp hon unan ha gwelomp petra c’hoarve ganimp. En Azvent ec’h omp. Eun amzer a zilvidigez eo. Tennomp talvoudegez anezan. An amzer eo ar mone a dalv da brenan hon c’hador hag hon c’hurunen er baradoz. Jezuz-Krist a zo mat ; e c’hinivelez en kraou Bethleem hen diskouez skler awalc’h. Jezuz-Krist a zo just ; e zonedigez war ar wabren, da fin ar bed, hen diskouezo ken sklêr-all. Na gollomp ket eta hon amzer.