Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/726

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
726
20 Here
sant yan kenty

e vagadurez. Pasion Hon Zalver a veze alïes war e spered, ha neuze e veze ken beuzet en Doue, ma tremene alïes an noz daoulinet en harz treid ar groaz. Evit moullan gwelloc’h c’hoaz Pasion Hon Zalver en e ene, ec’h eas da bardonan da Jeruzalem. Eno, en em lakas da brezek d’an Turked, gant an hast an evoa da skuilh e wad evit Jezuz-Krist. Mes ne oe ket roët d’ezan e c’hoant. Peder gwech ec’h eas da Rom evit renti testeni eus e zoujanz hag eus e garante evit Kador sant Per ha beziou an Ebestel, hag ive evit kaout brasoc’h induljansou evit e bec’hejou. Eun devez ma oa en hent evit mont da Rom, e oe paket gant al laeron. Ar re-man a lemas digantan kement a oa eus o doare, hag o vezan goulennet digantan ha n’en devoa mui netra, hen lezjont da vont gant e hent. Ne oant ket c’hoaz êt pell, pa c’halvas ar zant aneze war o c’hiz ; deut oa da zonj d’ezan en devoa eun nebeut peziou aour gwriet en e vantel, hag o c’hinnigas d’eze, en eur lavaret ne felle ket d’ezan o miret dre eur gaou. Al laeron, souezet o welet eun den ken eün, ken gwirion ha ken distag diouz pep tra, a rentas d’ezan kement o devoa laeret diwar e goust.

E vue ne oa mui nemet eur binijen peurbadus. Evit miret en he c’haeran lilien e c’hlanded, ne gemere evit magadurez nemet ar pez a oa red da chom beo ; epad ar pemp bla ha tregont divezan eus e vue, ne zebras tamm kig ebet. Endro d’ezan e touge eur gouriz reun kalet, hag alïes en em skourjeze betek ar gwad. An amzer a roë d’ar c’housked a veze berr, ha c’hoaz e tremene anezan war an douar noaz.

O c’houzout e oa tost e heur divezan, e reas rannan etre ar beorien kement en devoa, gant aon na vije c’hoaz e galon stag ouz eun dra bennak. Derc’hent gouel Nedeleg 1478, e ene a nijas d’an nenv. An niver bras a viraklou c’hoarvezet arôk ha goude e varo a reas d’ar pab Klemant XIII hen lakat war roll ar zent, er bla 1767, hag hen rei evit patron d’ar Pologn.

————


KENTEL


Ar geier



A eneb den, fals testeni,
Na gaou ebet na leveri

Ar zant-man en deus diskouezet e kare ar wirione dreist pep tra. Prest oa da lezel al laeron d’hen lakat en noaz, kentoc’h eget lavaret an disteran gaou. An holl zent a zo bet eveltan ; rak hen gouzout a rênt. Doue, ar wirione memes, a gar ar wirione dreist pep tra : « Ar genou a lavar geier a laz an ene », eme ar Skritur-Zakr.