Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1913.djvu/892

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
884
gouel itron varia lourdes



ann unekved devez a viz c’houevrer


Gouel Itron Varia Lourdes
————


Dar iaou, unnek a viz c’houevrer 1858, an amzer a oa ien e kear Lourdes, er Pyrene. En eun ti paour, ti ar Soubirous, ne oa ket an distera tam keuneut da ober tan evit ar pred. An diou gosa deuz ar vugale, Bernadett ha Mari Soubirous a ieaz da glask eun nebeud keuneud var ribl ar Gav ; eun amezegez iaouank, Jeanne Abadi, a ioa gantho.

An teir blac’hik an em gavaz, heb dale, dirak eur roc’h vraz, hanvet roc’h Masabiel, toullou kleuz ennhi. Eno, diou euz ar vugale a dreuzaz eur voaz dour, mes Bernadett, goasket atao gant ar paz, a jommaz eur pennadik nec’het araok mont ebarz en dour. Ha setu hi epad m’edo o tenna he lerou, o klevet eun trouz braz henvel ouz trouz an avel diroll. Souezet maro, rak ne oa ket eur mouch avel en deiz-se, ar vec’hik a zavaz he fenn, a zellaz ouz ar gouez huel a oa var ribl ar ster, hag a velaz ne finve ket memze eun dellien. « Fazia em euz great » emezhi.

Neuze e krogaz en he loer a nevez ha setu eur sourrad avel all o tremen abiou d’ezhi beteg ar roc’h. Souezetoc’h c’hoaz, Bernadett a zavaz en he za sounn hag a zellaz adarre. Ar guez ne finvent ket atao, mes eur voden roz gouez hag illio a oa huel en eun toull kleuz euz ar roc’h a heje eun nebeut. Ha setu, kerkent, eur sklerijen gaër o para, hag e kreiz ar sklerijen, eun Itroun, iaouank ha skeduz, ken dudiuz ma ne doa ket he far etouez bugale an dud. « He zroad, eme Vernadett divezatoc’h, he zroad a oa var ar voden ; sellet a reaz ouzin en eur zaludi, ha gant teneridigez eur vamm, e reaz sin d’in da dostad outhi. N’em boa aoun ebet, rak mousc’hoarzin a rea ; mes evel kollet oa va fenn ganen. Frotta a rean va daoulagad, ho serra, ho digeri a rean, mes an Itroun a jomme atao dirazoun, ar