Pajenn:Milin - Oeuvres posthumes - 2.djvu/8

Eus Wikimammenn
Mont da : merdeiñ, klask
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 158 —

Koulskoude petra dal hirvoudi ha ouela !
evel eunn torfedour ; me zo staget ama
gant chadennou pounner ! Den ebet ne ra van
’vit gwelet va daelou, ’vit klevet va gwelvan.
Enn amzer ma vevomp e lezer da wenvi
eur ieotennik keaz, ha gwaz a ze d’ezhi
ma ’z eo bet euz ar prad gand eur barr avel foll
disc’hriziennet, siouaz ! dilezet gand ann holl
e ranko dizec’hi, rak ne zeuio dourn den
da skuilla war-n-ez hi na loum na beraden
— Mestr ar bed-man hepken, trugarezuz, galloudek,
a vel ann emzivad a dreuz war he garrek
astenn a ra he vreac’h da rei d’ezhan skoazel.
Lakeomp hor feiz ennhan, bevomp bete mervel
var gein ann ezen flour, goustadik hen dougen
e lez eur braden c’hlaz e traonien ar grec’hen,
he elez a zinij euz dudi ann envou
da skuilla war-n-ezhan enn noz gliz ha daelou.
Setu hen enaouet dre ar burzud kaëra,
sevel a ra he benn, meuli Doue a ra,
meulomp Doue ivez ; pa ro d’eur ieoten
eunn diveradennik, ne lezo ket ann den
he grouadur karet da c’hlaouri gand ann naoun ;
diskwezomp her c’haromp ha n’hor bezet neb aoun.
Al labousik bihan a gav bemdez he bred
hag evel zo skrivet, morse ne had, ne ved :
o tiskenn euz he neiz, hed ann hent heb dale
e kav eur c’hreunennik da rei d’he vugale,