Pajenn:Milin - Oeuvres posthumes - 2.djvu/6

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 156 —

Dre ze e kavann gwell mont dre ar venoden
ha kas bete ’n dalar va ero éeun da benn
eget treuzigellat ha c’hoari troadik kamm,
hag enn eunn toull lagen mont da ober eul lamm.
Bennoz Doue d’id-te ! ha pa venn me eno
o neunv, o paoata etouez ar pek tano
bete toull va gouzouk, pa venn me gwakolier
gant ar fank, gand ar pri, te zinijfe me gred
da astenn d’in da vek, d’am zevel euz ar prad
evit tizout euz va iod, eur bastell, eul loaiad !
Nann, nann, ne zeufez ket, pa ne zeu ket brema
pa ’z ounn dizaotr kempen, ki na den d’am harpa ;
ar re a zo skoret a zo ebad d’ezho
kas ho c’har war araok ; bleinet mad eo ho jeo.
Evid on-me siouaz ! ne gavann den ebet
d’am skora, d’am bleina, ha mar d-ounn ankeniet,
ne d-eo ket tamm ebet evid-on va-unan ;
hogen ’vit va zorrad, va bugale vihan.
Ma c’hanfe enn oad-man dre nerz vad an envou,
eun den hag a rafe d’in, d’am bugaligou
euz a greiz hon enkrez mond ac’han war ar meaz
da danva eur gwir beoc’h er frankiz enn hon eaz,
ann den-ze, hon Doue, a glevfe dre ’r menez
ann ekleo o kana d’ezhan meuleudigez,
enn dro d’eunn aoterik, great gant bleunv ha letoun
savet oc’h ann dorgen, euz a greiz hor c’haloun,
ni holl braz ha bihan, dreist ann heol, ar stered
hen trugarekafe bemdez, bemnoz, bepred… !