Pajenn:Milin - Oeuvres posthumes - 2.djvu/4

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 154 —

e karfenn, ia, raktal mont d’ann daoulamm ac’han,
siouaz ! pa ne hellann gant nec’h e lavarann :
Pegeit e chouminn-me er vouillen, el lagen
am sklabez e kear Brest ? ma torfen va chaden,
ma helfenn-me tec’het er meaz euz va c’haoued
etouez va c’henvroïz da glask va zammik boued
me nijfe a benn-her, euruz drant ha laouen ;
neuze ne venn moustret na stlapet oc’h torgenn
gant an eil egile. Enn hent striz ar c’hargou
ez euz re a engroez, ha me reut va c’hostou ;
Daoust ma ’z oun bihanik, ne ouzounn ket plega
evit chacha gan-en ar bastell zistera.
Re c’hourt eo va liven, hevel oun oc’h eur bleiz
a gar kaout he frankiz evit tizout he breiz.
Koulskoude enn dro d’in kalz a dud a velann
o vont enn ho daou blek, soublet war ho c’hraban
treuz didreuz dre ann drez, dre ’r spern, dre ar vouillen
heb aoun d’en em reuga na da gaout kaillaren,
o kerzet holl em raok ; o sevel enn ho zâ,
hag hevel oc’h ier gleb oc’h em ziwaskella[1]
o strinka tro war dro ho sklabez, ho c’hagal
evid en em skarza. Gra evel ar re all,
a glevann euz he neiz eul labouz o laret :
Breizad, douget d’he benn ha war ar meaz ganet
a vihan oun bet boaz, evit monet d’ar gear
da ober hirroc’h tro evit choum digaillar.

  1. Le texte porte oc’h dour ier : des poules d’eau, mais celles-ci ne sont pas sales comme celles qui sortent du poulaillers.