Pajenn:Milin - Oeuvres posthumes - 2.djvu/20

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
MEULEUDI DA ZOUE
————
(Graet e Santez Anna ar Porzic, ar …)


Ac’halen e velann ar mor o rodella
O ruilla oc’h ann aod gant krosmol he wagou
A vern ’vel menesiou,
Aziouzin e klevann eun eostik o kana ;
Euz eur vojen gelvez e sav he vouez dudiuz
Laouen ha truhezuz. [1]
Mor braz, labouz bihan, livirit d’in da biou
E kanit enn ho iez kemend a veuleudiou ?
Da Zoue ann envou,
Hor mestr hag hon Aotrou.

Ha te, geotennik c’hlaz, te, diskaret ama,
Emzivadezik keaz, etre fraill ar garrek,
Eul loumik glizen c’houek
Hag ann nebeudik douar a ra d’id-te beva,
Perak e soubl da benn, perak e sao goude ?
Evit meuli Doue
A zigas d’am floura, alan domm ann ezen.
’Vel ar mor, ann eostik, evel ar ieoten ;
Kanomp, soublomp hor penn,
Meulomp Doue hep ken.

Ni zo he vugale a vag gant largentez ;
Ar penn-ed evid omp a skrij war he gorzen,
Evid omp ar vezen
A astenn he skourrou da rei skeud ha frouez ;

  1. Melkoniuz serait plutôt le sens.