Pajenn:Milin - Oeuvres posthumes - 2.djvu/12

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 162 —

evel war eun anne ebarz enn eur c’hovel [1]
Beza… gwell eo tevel. Displeget va askel
ha n’hellinn dizale, evel eur goulm nijal
euz ar gear-man, ker bac’h, ken hudur, ken tenval
ma ’z eo bet dibabet gand abek d’eur c’haleour ?
Pa dorro al liamm a stag va ene paour
oc’h Brest ann eil ifern, va c’haloun a drido ;
neuze gand levenez di-outhi me gimiado,
me gerzo, me redo buhana ma hellinn,
dishevel dioc’h grek Lot, war va lerc’h ne zellinn.
Diouzin ec’h hejinn, e stlapinn an truillou
a c’hrac’hellann gant kalz loenedigou. [2]
Nann, ne gasinn gan-en na koloen na spillen
evit na zeui d’in koun euz a Vrest birviken ;
neuze, enn noaz grizil, a drugarez Doue !
ec’h hellinn, skanv, redek buhan, kerzet, bale ;
neuze me lavaro : Kenavezo Sodom
m’am gwelez te biken, ar skourn a vezo tomm,
menesiou Breiz-Izel, he reier, he c’herrek
pa zistroïn da Vrest a vezo bouk ’vel pek
hag ar gear vraz a Is, pell a zo dismantret
a vezo war ann aod gand ar mor dislounket !

  1. M. à m. : dans l’intérieur d’une forge.
  2. Gant kalz loenedigou. Texte : war gein loenedigou