Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/146

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
- 130 -


CLOAREC SIMON
____


I


— O va mamm gêz, d’in-me lavaret
Penoz ober ’wit gonid Jannet,
            Aou !
Penoz ober ’wit gonid Jannet ?

— Mont doc’h-tu d’ar foar da Bichérel,
Ha lacad eun dillad dimezel. — Aou !

Hac, en distro ac’hane d’ar gêr,
Mont da c’houlen lojeis en kêr. — Aou !


II


— Deiz mad ha levenès d’ec’h a lâran !
Lojet vefen eun nozvez aman ? — Aou!

— Ia. Diskennit ha deuit en ti ;
Laket vô ho marc’h er marchossi. — Aou !

Laket vô ho marc’h er marchossi :
Kerc’h ha foenn hen devo da zibri. — Aou !

Kerc’h ha foenn hen devo da zibri,
Ha c’hui renco coania ganemp-ni. — Aou !

— Me n’on ’wit dibri nac eva mon,
Nann, gant ar glac’har ’zo em c’halon. — Aou !

Nann, gant ar glac’har ’zo em c’halon,
’Sonjal renkin cousked va c’hunon. — Aou !

— Tawit, dimezell, na oelit ket.
Ewit ho c’hunon na gousqfet ket. — Aou !

Ewit ho c’hunon na gousqfet ket.
Nimp ho lakeï gant hon merc’h Jannet. — Aou !