Pajenn:Luzel - Contes bretons, Clairet, 1870.djvu/96

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
− 68 −

biou ann or, a laras : — Rèd eo d’in gweled petra a aze. —

Skei a ra war ann or. Digorret eo kerkent gant ur vroac’hig koz, pini a lar d’ehan : —

— De-mad d’id, ma mabig ; deut oud d’am gwelet eta ?

— De-mad d’ac’h, mammig koz.

— Hast buhan dont ebars, ma tiskouezinn d’id ann treo kaer a zo ama. Sell aze diou chadenn da staga da varc’h ha da gi.

Hag a tennas diou vlewenn euz he fenn, hag a roas anhe d’ehan. Ha kerkent a oent troet en diou chadenn, hag a stagas gant-he he varc’h hag he gi euz daou beul-men a oa eno en daou du d’ann or. Ar marc’h hag ar c’hi, pa weljont, a em lakaas da lampad, da c’hourignal, da iudal ; met na dalvee ket, stag mad a oant, rèd a oa chomm.

— Deuss ganen brema, mabig, ma tiskouezinn d’id ma c’hastell ; deuss da welet ann holl dreo-kaer am euz me ; biskoaz na t’euz gwelet kement-all. Eomp da genta da welet ar vilinn-aotenno.

Pa oent e kichenn ar rod vraz, goloët holl a aotenno : —

— Sell, mabig, kaera da dra ! Laka da benn dre aze, em bleg un tammig, ewit gwelet gwelloc’h.

Pa oa sellet en toull, hep sonja en drouk, ann Diaoules koz a voutas anehan war ar rod, hag a koueas d’ann traon draillet ha malet evel brenn-heskenn ! —