Pajenn:Luzel - Contes bretons, Clairet, 1870.djvu/86

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 58 —


Hag a tistroas d’ar gèr, hag a kavas he buc’h beo ha iac’h, hag a anaveas neuze penos a oa ann aotro Doue a oa bet en he zi.


II

Ur wez-all a oant are en hent ho zri. Digwêt a oa wardro diou eur goude kreizdez, hag ével n’ho defoa debret tamm a-bed aboe ar beure, ho defoa naoun. Pa oant o tremen a-biou un ti war vord ann hent, a weljont en toul ann or ur vates o verrad toaz ewit ober krampoez.

— Eomp en ti-man, a laras Sant Pezr, hag hon bo krampoez.

Mont a reont ho zri bars ann ti.

— Demad d’ac’h holl bars ann ti-man, tudo geiz. —

— Ha d’ac’h iwe, aotrone. —

— Ni a zo tri zremeniad, pell a zo en hent, hag a zo skuïz, hag hon euz naoun ; kavoud a raemp un draig bennag da debri, ewit arc’hant ?

— Ia sur, a laras ar vestres ; eman ar vates o verrad ann toaz, ha bremaïg a vo krampoez.

— Mar be bolante Doue, a gredan, a ve mad da laret, eme hon Zalwer.

— Oh ! a laras neuze ar vates, gret eo ana toaz, ha krampoez a vo sur !

— Ma ! eme hon Zalwer.