Pajenn:Luzel - Contes bretons, Clairet, 1870.djvu/130

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 102 —


— Ia, me oar vad ; med mad a ve d’ac’h hasta, mar oc’h euz c’hoant mont da welet.

Hag ann aotro d’ar gèr gant he vewel ; ha d’ar stank ! Iann-vraz a lampas da genta en dour, hag evel ma oa braz-kaer, a save c’hoaz he dorn warc’houre ann dour, da c’houlenn zikour, rag na wie ket neuial.

— Sell ! eme ann aotro, diskouez a ra d’in gant he zorn lampad pelloc’h ; michamz na eo ket êt beteg ann aour.

Hag a kommerras ke lanz, hag a lampas pella ma c’hallas.

Hag a-boe na euz bet kezlo a-bed an-he.

Ha setu aze kaoz ar miliner hag he aotro. —


Kontet gant Barba Tassel. —
En bourk Plouaret. — Miz kerdu — 1868.


__________