Pajenn:Luzel - Contes bretons, Clairet, 1870.djvu/116

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 88 —


— Ewit kroc’henn da vuc’h ? gwall-ger eo ar c’hrec’henn saout neuze eta ?

— Ia ’vad, aotro ; rekouret oc’h euz an-on o vea lac’het ma buc’h.

Hag ann aotro d’ar gèr, d’oc’h-tu, hag oc’h ober lac’ha he holl zaout, hag ho c’higna. Ann dewarlerc’h ar beure a kass ur mewel en kèr gant ar c’hrec’henn, a oa an-he samm un aneval, hag a lâr d’ehan goulenn un anterrenn arc’hant ewit pep-hini. — Mont a ra ar mewel en kèr, gant he grec’henn. — Pegement pep-kroc’henn ? a c’houlenn digant-han ur c’hevijer.

— Un anterrenn arc’hant !

— Allons ! na ra ket a voap ; pegement pep-kroc’henn ?

— Lâret am euz d’ac’h, — un anterrenn arc’hant.

Ha vel ma lâre ar memeuz tra d’ann holl, ec’h eaz drouk er gevijerrienn, hag a oe bac’hatet gant-he, ruillet ha diruillet war ar pave, ha lemet c’hoaz he grec’henn digant-han.

Pa arruas er gèr : — Pelec’h eman an arc’hant ? a lâras ann aotro d’ehan.

— Ia da ! arc’hant en eeunn ! n’am euz bet nemet tolio-treid ha bac’hado, ha ma c’horf paour a zo brewet holl.

— Bourdet ’on gant ar miliner ! a lâras neuze ann aotro, ha drouk en-han ; met na euz forz, ma zro a deuio iwe.

Ar miliner a rez un tammig fest gant ar vuc’h a oa bet lac’het d’ehan, hag a lâras d’he vroeg mont da bedi ann aotro da dont iwe. Mont a ra ar vilineres ; ober a ra he fedenn.