Pajenn:Luzel - Contes bretons, Clairet, 1870.djvu/112

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


AR MILINER HAG HE AOTRO.

________


Pewar bloaz a oa n’hen defoa ket paeet he c’hour-mikaël [1] d’he aotro. Paour a-walc’h a oa ! un dez ann aotro, o retorn euz ar chasse, ha drouk en-han, abalamour n’hen defoa tapet netra, a dennas war vuc’h ar miliner, a gavas en he hent, hag a lac’has anehi. Groeg ar miliner a welas ann tol, hag a diredas d’ar gèr o estlammi : — Allas ! Allas ! glac’haret a-walc’h omp wit ann dro-ma ! Setu lac’het hon buc’h gant ann aotro ! —

Ar miliner na laras mann-a-bed ; met drouk a oa en-han memeuz tra. Epad ann noz, a kignas he vuc’h, hag ec’h eaz neuze da werza he c’hroc’henn da Wengamp. Evel ma hen defoa pell da vont, hag hen defoa c’hoant da vea beure-mad en kèr, a partias euz ar gèr wardro anter noz. Digwêt da dremen ur c’hoad lec’h ma oa ar vrud a vije laeron braz, a teuas aoun d’ehan, hag a pignas war ur wezenn, da c’hortoz ann de.

En-bezr ec’h arruas indan ar wezenn-se ur vandenn laeron, da bartaji oc’h arc’hant. Ha setu chikan ha trouz ; na oant ket ewit em glewet.

  1. — Gourmikaël est évidemment une corruption de goel-mikaêl, — mot-à-mot : fête-Michel. — On désigne ainsi la Saint-Michel, qui se trouve le 29 septembre. C’est l’époque où le fermier breton paie ordinairement son seigneur, ou son propriétaire, comme on dit aujourd’hui.