Pajenn:Luzel - Contes bretons, Clairet, 1870.djvu/100

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
− 72 −

hag a teu da lampad en he gerc’henn, o laret : —

— Arru ’oud eta, ma fried kez ! Jezuz ! vel am euz bet nec’hamant ganid ! Aoun am boa a vijes êt er porz a-dre ar c’hastell, rag a-c’hane na retorn den.

Heman a welas prest a oa kommerret wit he vreur, hag a laras :

Em gollet a oann er c’hoad, na ouzon penoz ; met n’am euz bet droug a-bed.

Setu joa vraz er c’hastell, a greiz ma oa glac’haret ann holl.

Pa oa deut ar c’houlz , a koanjont asambles, ha goude a pignjont ho daou da ho c’hambr, ewit mont da gousket. Met a-rok mont er gwele, heman a lakaas he gleze noaz etre-z-he ho daou.

— Daoust petra a zo kaoz d’ehan da ober se ? a lare en-hi ic’h-unan ar vroeg, souezet.

Mab ar pesketaër hen defoa aoun braz da vea anaveet hag a laras a oa skuiz hag hen defoa c’hoant kousket. Met ar vroeg na baouez ket a brezeg, ha da c’houlenn digant-han he doare a-boe ma oa êt euz ar gèr, ha kalz a dreo-all. Heman oa nec’het braz, ha na wie petra laret. Ma c’houlennas iwe, perag ma oa serret kloz holl orojo ha preunestro un tu ar c’hastell.

— Perag ? met laret am euz d’id c’hoaz ; na t’euz ket a sonj eta ? —

— Nann sur ; ankouet am euz.