Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/59

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
25
ar c’hanédigez.

hir-hoalet : hag ann Aotrou en dôa hé venniget é pép trâ.

2. Hag hén̄ a lavaraz d’ar c’hôsa eûz a wazed hé dî, péhini a oa da benn d’ar ré all holl : Laka da zourn dindân va morzed.

3. Evit m’az likiinn da doui dré ann Aotrou, Doué ann én̄v hag ann douar, pénaoz na géméri da c’hrég d’am mâb hini eûz a verc’hed ar C’hananéed, é-touez péré é choumann.

4. Hôgen m’az i d’ar vrô é péhini éma va c’héren̄t, ha ma kéméri énô eur c’hrég d’am mâb Izaak.

5. Ar goâz a lavaraz d’ézhan̄ : Ma na fell két d’ar c’hrég don̄t gan-én̄ er vrô-man̄, ha mé a dlé kâs da vâb d’al léac’h a béhini oud deûet?

6. Hag Abraham a lavaraz d’ézhan̄: Laka évez na gasi két va mâb dî.

7. Ann Aotrou, Doué ann én̄v, péhini en deûz va zennet eûz a dî va zâd, hag eûz a zouar va ganédigez, péhini en deûz komzed ouz-in, hag en deûz toued d’in, ô lavarout : D’az gwenn é rôinn ann douar-man̄ ; hén̄ a gasô hé éal enn da raok ha té a gémérô ac’hanô eur c’hrég d’am mâb.

8. Ma na fell kéd d’ar c’hrég don̄d war da lerc’h, na vézô két réd d’id derc’hel d’az lé : hôgen na gâs kéd dî va mâb.

9. Ar goâz éta a lékéaz hé zourn dindân morzed Abraham, hé vestr, hag é touaz d’ézhan̄ é rajé diouc’h al lavar-zé.

10. Neûzé é kéméraz dék kan̄val eûz a dropel hé vestr, hag éz éaz-kuit ; hag ô kas gan̄t-han̄ lôd eûz hé holl vadou, en em lékéaz enn hen̄t, hag éz éaz d’ar Mézopotamia, d’ar géar Nakor.

11. Ha goudé m’en dôé lékéat ar c’han̄valed da c’hourvéza war ar pardaez er-méaz eûz a géar é-tâl eur pun̄s dour, enn amzer m’hô dôa ar merc’hed ar boaz da von̄d er-méaz évit tenna dour, é lavaraz :

12. Aotrou, Doué va mestr Abraham , rô skoaz d’in (T) hiriô, mé az péd, ha grâ trugarez é-kén̄ver va mestr Abraham.

13. Chétu mé a zô em zâ é-tâl ar feun̄teun zour, ha merc’hed tûd ar géar man̄ a zeûi er-méaz da denna dour.

14. Ar plac’h éta da béhini é livirinn : izéla d’in da bôdad dour évit ma évinn ; hag a lavarô d’in : Ev, ha mé a rôi ivé da éva d’az kan̄valed ; ra vézô houn-nez ann hini éc’h eûz dilennet évit Izaak da zervicher (T) ; ha dré-zé éc’h anavézinn pénaoz ez pézô gréat trugarez é-kén̄ver va mestr.

15. A véac’h en dôa lavaret ann dra-zé enn-han̄ hé unan, ma teûaz er-méaz eûz a géar Rébekka, merc’h Batuel, mâb Melka, grég Nakor, breûr Abraham, gan̄t-hi eur pôd war hé skoaz.

16. Eur plac’h koan̄t é oa, hag eur werc’hez ar gaéra, ha na oa anavézet gan̄t goâz é-béd : diskenned é oa d’ar feun̄teun, leûniet é oa gan̄t-hi hé fôd dour, hag é tistrôé d’ar géar.

17. Hag ar goâz a iéaz war hé arbenn, hag a lavaraz : Rô d’in da éva eur banné dour eûz da bôd.

18. Hag hi a lavaraz : Ev, va Aotrou ; ha râk-tâl é lékéaz hé fôd war hé bréac’h, hag é rôaz da éva d’ézhan̄.

19. Ha goudé m’en doé évet hén̄, é lavaraz hî : Tenna a rinn ivé dour évit da gan̄valed, kén n’hô dévézô évet holl.

20. Hag ô véza skuḻet el laouer ann dour a ioa er pôd, é rédaz adarré étrézég ar pun̄s évit tenna dour : hag é rôaz d’ar c’han̄valed holl ann dour é dôa tennet.

21. Hôgen ar goâz a zellé out-hi hép lavarout gér, gan̄d ar c’hoan̄t en dôa da c’houzout pé en dôa Doué rôet d’ézhan̄ eunn drô vâd, pé n’en dôa két. (T).

22. Goudé éta m’hô dôé évet ar c’han̄valed, ann den-zé a dennaz lagadennou skouarn aour, a boézé daou sikl, ha kémen̄d all a lagadennou-bréac’h, a boézé dék sikl.

23. Hag é lavaraz d’ézhi : Da biou oud-dé merc’h ? Lavar d’in. Ha béza éz eûz é tî da dâd eul léac’h d’in da choum enn-han̄ ? (T).

2i. Hag hî a lavaraz : Mé a zô merc’h da Vatuel, mâb Melka ha Nakor, hé ozac’h. (T).

25. Hag hî a lavaraz c’hoaz : Béz’ éz eûz kalz a gôlô hag a foenn enn hon tî-ni, hag eul léac’h a zô fran̄k évit choum.