Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/56

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
22
ar c’hanédigez.

2. Hâg hî a en̄géhen̄taz, hag a c’han̄az eur mâb enn hé c’hôzni, enn amzer m’en dôa Doué hé ziouganet d’ézhi.

3. Hag Abraham a rôaz ann hanô a Izaak d’hé vâb, a oa bét ganet dézhan̄ eûz a Zara.

4. Hag hén̄ a enwadaz anézhan̄ ann eizvez deiz, ével m’en dôa Doué hé c’hourc’hémennet d’ézhan̄,

5. Hag hén̄ kan̄tvloasiad ; râg ann oad-ze en dôa pa oé tâd da Izaak.

6. Ha Sara a lavaraz : Doué en deûz gréat c’hoarz d’in ; kémen̄d hini a glevô, a c’hoarzô gan-én̄.

7. Hag hî a lavaraz c’hoaz : Pïou a grédché en divijé klevet Abraham pénaoz Sara a rôjé da zéna da eur mâb é divijé rôed d’ézhan̄ hag hén̄ koz ?

8. Hôgen ar bugel a greskaz, hag é oé dizounet ; hag Abraham a réaz eur banvez brâz enn deiz ma oé dizounet.

9. Sara ô vézâ gwélet mâb Agar, ann Ejiptianez, oc’h ôber goap eûz a Isaak he mâb, a lavaraz da Abraham :

10. Kâs-kuit ar vatez-zé hag hé mâb ; râk mâb ar vatez-zé na vézô kéd da her gan̄t va mâb Izaak.

11. Kémen̄t-se a oé kavet garô gan̄d Abraham, enn abek d’hé vâb Ismael.

12. Hôgen Doué a lavaraz d’ézhan̄ : Na gâv két kémen̄t-sé garô é-kén̄ver ar bugel, nag é-kén̄ver da vatez ; é kémen̄d a lavaro Sara d’id, sélaou hé mouéz ; râg eûz a Izaak eo é teûiô d’id ar wenn a zougô da hanô. (M).

13. Lakaad a rinn ivé mâb ar vatez da benn da eur vrôad vrâz, ô véza ma eo eûz da wenn.

14. Abraham a zavas éta min̄tin mâd, hag a géméraz bara hag eur pôdad dour (T), hag hô lékéaz war ziskoaz Agar ; rei a réaz d’ézhi hé mâb, hag hé c’hasaz kuit. Pa oé hî éat kult, é kan̄trée é distrô Bersabé.

15. Ha pa na oé mui a zour er pôd, é lézaz ar bugel dindân unan eûz ar gwéz a oa énô.

16. Hag éz éaz, hag éc’h azézaz râg-énep, war-hed eunn tenn bîr, râk hî a lavaraz : Na wélinn két ar bugel ô vervel ; hag hî azézet râg-énep, a zavaz hé mouez enn eur wéla.

17. Hôgen Doué a zélaouaz mouéz ar bugel ; hag eunn éal Doué a c’halvaz Agar eûz ann én̄v, ô lavarout : Pétra réz-té Agar ? (T). N’az péz kéd a aoun, râk Doue en deûz sélaouet mouéz ar bugel eûz al léac’h ma éma-hén̄.

18. Saô, kémer ar bugel, ha krôg enn hé zourn ; râg hé lakaad a rinn da benn da eur vrôad vrâz a dùd.

19. Ha Doue a zigoraz hé daou-lagad d’ézhi hag hî a wélaz eur pun̄s dour ; hag hî a iéaz, hag a gargaz ar pôd dour, hag a rôaz da éva d’ar bugel.

20. Ha Doué a oé gan̄d ar bugel ; hag hé-man̄ a greskaz hag a choumaz enn distrô, hag a zeûaz da zén-iaouan̄k ha da waréger.

21. Hag hén̄ a choumaz é distrô Faran ; hag hé vamm a rôaz d’ézhan̄ eur c’hrég eûz a vrô ann Ejipt.

22. Enn amzer-zé Abimelek ha Fikol a ioa é penn (T) hé armé, a lavaraz da Abraham : Doué a zô gan-éz é kémen̄t trâ a réz.

23. Tou éta dré ann hanô a Zoué , pénaoz na ri droug é-béd d’in, na d’am mipien, na d’am gwenn ; hôgen m’az pézô évid-oun hag évid ar vrô é péhini oud bét ô choum ével eunn diavésiad , ann hévélep trugarez am eûz bét évid-od.

24. Hag Abraham a lavaraz : Mé a douô.

25. Hag hén̄ en em glemmaz da Abimélek diwar-benn eur pun̄s dour a oa bét tennet digan̄t-han̄ gan̄t hé vévellou. (T).

26. Hag Abimélek a lavaraz : N’em eûz két gwézet piou en deûz gréat kémen̄t-sé : ha té ivé n’éc’h eûz két hé rôed da anaoud d’in ; ha mé, bété vréman̄, n’em bôa klevet hanô eûz a gémen̄t-sé. (T).

27. Neûzé Abraham a géméraz dén̄ved hag éjenned, hag hô rôaz da Abimélek ; hag é réjon̄t kévrédigez hô-daou.

28. Hag Abraham a lékéaz a-dû seiz dan̄vadik eûz hé dropel.

29. Hag Abimélek a lavaraz d’éz-han̄ : Da bétrâ éc’h eûz-té lékéad a-dû ar seiz dan̄vadik-zé ?

30. Hag hén̄ a lavaraz : Té a gémérô ar seiz dan̄vadik-zé eûz va dourn, évit ma vézin̄t da destini d’in, pénaoz eo mé eo em eûz kleûzet ar pun̄s-sé.