Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/42

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
8
ar c’hanédigez.

ann Aotrou gourc’hémennet d’ézhan̄.

6. C’houec’h kan̄t vloaz en dôa pa oé beûzet ann douar gan̄t douréier al livaden.

7. Ha Noé gan̄d hé vipien, hé c’hrég ha gragez hé vipien a iéaz enn arc’h enn abek da zouréier al livaden.

8. Al loéned c’hlan hag ar ré louz, ann evned ha kémen̄d a fin̄v war ann douar,

9. A iéaz ivé gant Noé enn arc’h, daou ha daou, pâr ha pârez, ével m’en dôa ann Aotrou gourc’hémennet da Noé.

10. Ha pa oé tréménet seiz dévez, douréier al livaden a veûzaz ann douar.

11. Er bloavez c’houec’h kan̄t eûz a vuez Noé, d’ann eil miz, d’ar seitékved dévez eûz ar miz, ann holl vammennou eûz al lon̄k-brâz a darzaz, hag al laérézou eûz ann én̄v a oé digoret.

12. Hag ar glaô a gouézaz war ann douar é-pâd daou-ugen̄t dévez ha daou-ugen̄t nôzvez.

13. É tarz ann deiz-zé, Noé, ha Sem, ha Kam, ha Jafeth hé vipien, hag hé c’hrég, ha teir grég hé vipien a iéaz enn arc’h.

14. Ar ré-man̄, hag ann holl loened diouc’h hô gwenn, hag ann holl loéned zon̄ diouc’h ho gwenn, ha kémen̄d a fin̄v war ann douar diouc’h hô gwenn, ha kémen̄d a nij diouc’h hô gwenn, hag ann holl evned, hag ann holl anévaled a zav enn éar (T),

15. A iéaz gan̄t Noé enn arc’h, péb a zaou, eûz a bép kig é péhini é oa ar c’houéz a vuez.

16. Hag ar ré a oa éad ébarz, a oa pâred ha pârézed, a bép kik, ével m’en dôa gourc’hémennet Doué da Noé ; hag ann Aotrou a brennaz ann ôr war-n-ézhan̄ a-ziavéaz.

17. Hag al livaden a gouézaz war ann douar é-pâd daou-ugen̄t dévez ; hag ann douréier a greskaz, hag a zavaz huel ann arc’h diwar ann douar. (T).

18. Ann douréier a greskaz kré ; hag é c’hôlôjon̄t kémen̄t trâ a oa war-c’horré ann douar ; hôgen ann arc’h a oa douget war ann douréier.

19. Ann douréier a savaz kalz dreist ann douar ; hag ann huéla ménésiou eûz a zindân ann én̄v a oé gôlôet.

20. Ann dour a zavaz pemzég ilinad huéloc’h égéd ar ménésiou en dôa gôlôet.

21. Kaset é oé da gét (T) kémen̄t kig a fin̄vé war ann douar, ann evned, al loéned zon̄, al loéned férô, ann amprévaned a stléj war ann douar, ann holl dûd,

22. Ha kémen̄d en dôa ar c’houéz a vuez war ann douar, a varvaz.

23. Doué a gasaz-da-gét kémen̄d en dôa buez war ann douar, adaleg ann dén bétég al loéned, ken ann amprévaned, ken ann evned ; kaséd é oen̄t da get diwar ann douar ; na choumaz német Noé, hag ar ré a oa gan̄t-han̄ enn arc’h.

24. Hag ann douréier a c’hôlôaz ann douar é-pâd kan̄t han̄ter-kant dévez.


————


VIII. PENNAD.


Noé a ia er-méaz eûz ann arc’h.


1. Hôgen Doué en dôé koun eûz a Noé, eûz ann holl loéned férô, hag eûz ann holl loéned zon̄ a oa gan̄t-han̄ enn arc’h, hag é tigasaz avel war ann douar, hag ann douréier a vihanaaz.

2. Mammennou al loun̄k-brâz, ha laérézou ann én̄v a oé stan̄ket ; ha glavéier ann én̄v a oé dalc’het.

3. Hag ann douréier kaset ha digaset a iéaz-kuit diwar ann douar ; ha goudé kan̄t han̄ter-kan̄t dévez é teùjont da vihanaat.

4. Ha d’ar seizved miz, d’ar seizved dévez war-n-ugen̄t eûz ar miz, ann arc’h a choumaz stok (T) war vénésiou ann Arménia.

5. Hôgen ann doureier a iéaz war vihanaat bétég ann dékved miz ; hôgen d’ann dékved miz, d’ann deiz ken̄ta eûz ar miz, é oé gwélet lein ar vénésiou.

6. Hôgen pa oa tréménet daou-ugen̄t dévez, Noé a zigoraz prénestr