Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/36

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
2
ar c’hanédigez.

goulou diouc’h ann dévalien. Ha Doué a wélaz é oa mâd kémen̄t-sé.

19. Hag eûz ar pardaez hag eûz (M) ar min̄tin é oé gréat ar pévaré deiz.

20. Doué a lavaraz ivé : Ra savô eûz ann douréier (T) loéned-stlej béo, hag evned a nichô war ann douar dindân oabl ann én̄v.

21. Ha Doué a grouaz ar pésked braz hag ann holl anévaled a vev hag a fin̄v, a oa bét ganet gand ann douréier, pép-hini diouc’h hé wenn, hag ann holl evned diouc’h hô gwenn. Ha Doué a wélaz pénaoz kément sé a oa mâd.

22. Hag é vennigaz anézhô, ô lavarout : Kreskit ha paottit, ha leûnit ann douréier eûz ar môr ; ha ra baottô ann evned war ann douar.

23. Hag eûz ar pardaez hag eûz (M) ar min̄tin e oé gréat ar pempved deiz.

24. Doué a lavaraz ivé : Ra savô eûz ann douar loéned véô diouc’h hô gwenn ; loéned zon̄, ha loéned-stlej, ha loéned férô ann douar diouc’h hô gwenn. Hag ével-sé é oé gréat.

25. Ha Doué a réaz al loéned férô eûz ann douar diouc’h hô gwenn, hag al loéned zon̄ hag ann holl loéned-stlej eûz ann douar pép-hini diouc’h hé wenn. Ha Doué a wélaz é oa mâd kémen̄t-sé.

26. Hag é lavaraz : Gréomp ann dén diouc’h hor skeûden ha diouc’h hon hévélédigez : ha ra vézô mestr war pésked ar môr, ha war evned ann en̄v, ha war al loéned férô, ha war ann douar holl, ha war ann holl loéned-stlej a fin̄v war ann douar.

27. Ha Doué a grouaz ann dén diouc’h hé skeûden he-unan : hé groui a réaz diouc’h skeûden Zoué, hô c’hroui a réaz gwaz ha maouez.

28. Ha Doue a vennigaz anézhô, hag a lavaraz : Kreskit ha paottit, ha leûnit ann douar, ha likit-hén̄ da bléga dindan-hoc’h, ha bézit mestr war pésked ar môr, ha war evned ann én̄v, ha war ann holl loéned a fin̄v war ann douar.

29. Ha Doué a lavaraz : Chétu em eûz rôéd d’é-hoc’h ann holl c’héot a zoug hâd war ann douâr, hag ann holl wéz péré hô deûz hô hâd enn-hô hô-unan diouc’h hô gwenn, évit ma vézin̄t d’é-hoc’h da voéd ;

30. Ha d’ann holl loéned eûz ann douar, ha d’ann holl evned eûz ann en̄v, ha da gémen̄d hini a fin̄v war ann douar, hag a zô béô-buézek, évit ma hô dévézô péadrâ da voéta. Hag ével-sé é oé great.

31. Ha Doué a wélaz kémen̄d en doa gréat : ha mâd-méûrbéd é oan̄t. Hag eûz ar pardaez hag eûz (M) ar min̄tin é oé gréat ar c’houec’hved deiz..


————


II. PENNAD.


Doué a ra ar C’hrég.


1. Peûr-c’hréat é oé éta ann én̄vou hag ann douar, hag ann holl draou kaer a zo enn-hô.

2. Doué a beûr-c’hréaz hé ôber d’ar seizved deiz ; hag éc’h arsaôaz d’ar seizved deiz eûz hé holl ôbériou.

3. Hag é vennigaz ar seizved deiz ; hag é san̄télaz anézhan, ô véza ma oa arsaôet enn deiz-zé, goudé béza krouet ann holl draou en dôa da ober.

4. Chétu ar c’hanédigez eûz ann én̄v hag eûz ann douar pa oen̄t krouet, enn deiz ma reaz ann Aotrou Doué ann én̄v hag ann douar :

5. Hag ann holl blan̄tennou eûz ar parkéier, ken̄t ma oan̄t savet eûz ann douar, hag ann holl c’héot eûz ar mésiou, ken̄t ma oan̄t diwanet : râg ann Aotrou Doué n’en dôa két c’hoaz lékéad ar glaô da gouéza war ann douar, ha né oa dén évit laboura ann douar.

6. Hôgen eunn aiénen a zavé eûz ann douar, hag a zouré holl c’horré ann douar.

7. Ann Aotrou Doué a réaz ’ta ann dén gan̄d al lec’hid eûz ann douar, hag a c’houézaz war hé zremm eur c’houéz a vuez, hag ann dén a oé lékéat béô-buézék.

8. Hôgen ann Aotrou Doué adaleg ar penn-ken̄ta en dôa savet gwéz enn eul liors kaer-meûrbéd, é pehini é lékéaz ann dén en dôa gréat.

9. Hag ann Aotrou Doué a lékéaz