Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/405

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
403
hervez san̄t vazé.


XXVIII. PENNAD.


1. Hôgen da bardaez ar sabbat, pa luc’hé ar c’hen̄ta deiz eûz ar sabbad all, é teûaz Mari Madalen, hag ar Mari all évit gwéloud ar béz.

2. Ha chétu é c’hoarvézaz eur c’hrén-douar ; râg eunn Éal eûz ann Aotrou a ziskennaz eûz ann én̄v, hag a zeûaz da ruḻa ar méan : hag é azezaz war-n-ézhan̄.

3. Hé zremm a ioa lugernuz ével eul luc’héden : hag hé zaé a ioa gwenn ével ann erc’h.

4. Hôgen hé warded a oé taget gan̄d eur spoun̄t brâz, hag é teûjon̄d ével tûd-varô.

5. Hag ann Éal a respoun̄taz hag a lavaraz d’ar gragez : Na spoun̄tit két, c’houi : râg gouzoud a rann pénaoz é klaskit Jézuz péhini a zô bét lékéad ouc’h ar groaz.

6. N’éma kéd aman̄ : râk saved eo a varô da véô, hervez m’en doa lavaret. Deûit, ha gwélit al léac’h é péhini é oa bét lékéat ann Aotrou.

7. Hag ît râk-tâl, ha livirid d’hé ziskibled pénaoz eo saved a varô da véô : ha chétu é tiaraogô ac’hanoc’h é Galiléa : énô hen gwélot. Chétu em eûz hé lavared d’é-hoc’h araok.

8. Hag éz éjon̄t râk-tâl er-méaz eûz ar béz gan̄t spoun̄t ha laouénidigez vrâz, hag é rédjon̄t da ziskléria kémen̄t-man̄ d’ann diskibled.

9. Ha chétu Jézuz a iéaz d’hô diambrouga, ô lavarout : Dématéoc’h. Hag hî a dôstaaz, hag oc’h en em deûrel d’hé dreid, éc’h azeûljon̄d anézhan̄.

10. Neûzé Jésuz a lavaraz d’ézhô : Na spoun̄tit két. It, ha livirid d’am breûdeûr mon̄d é Galiléa ; énô eo é wélin̄d ac’hanoun.

11. Pa oé éat-kuîd ar ré-man̄, chétu lôd eûz ar warded a zeûaz é kéar, hag a ziskleriaz da brin̄sed ar véleien kémen̄d a ioa c’hoarvézet.

12. Hag ar ré-man̄ ô véza en em strollet gan̄d ann hénaoured, ha goudé béza en em guzuliet, a rôaz kalz a arc’han̄t d’ar zoudarded,

13. O lavarout : Livirit pénaoz eo deued hé ziskibled é-pâd ann nôz, hag hô deûz hé laérét, é-keit ma oac’h kousket.

14. Ha mar teû mérer ar vrô da glevout kémen̄t-man̄, nî a gen-drec’hô anézhan̄, hag a zavétéô ac’hanoc’h.

15. Hag hi, ô véza kéméréd ann arc’han̄t, a réaz ével ma oa bét lavared d’ézhô. Hag ar gér-zé a oé brudet, hag a bâd c’hoaz hiriô é-touez ar Iuzevien.

16. Hôgen ann unnék diskibl a iéaz é Galiléa war ar ménez, war béhini en doa Jézuz goûrc’hémennet d’ézhô en em gavout.

17. Ha pa her gwéljon̄t, éc’h azeuljon̄d anézhan̄. Hôgen lôd a arvaré.

18. Ha Jézuz a dôstaaz out-hô, hag a lavaraz d’ézhô : Holl-c’halloud a zô bét rôed d’in enn én̄v ha war ann douar.

19. Id éta, ha kélennit ann holl boblou, ha badézit-hô enn hanô ann Tâd, hag ar Mâb, hag ar Spéred-santel :

20. Ha deskid d’ézhô mirout kémen̄d em eûz gourc’hémenned d’é-hoc’h. Ha chétu émoun gan-é-hoc’h bemdez, bétég ann divez eûz ar béd.


————