Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/402

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
400
aviel san̄tel jézuz-krist

61. Péré a lavaraz : Hé-man̄ en deûz lavaret : Mé a hell disman̄tra templ Doué, hag hé zével a-nevez a-benn tri dévez.

62. Ha Prin̄s ar véleien ô sével enn hé zâ, a lavaraz d’ézhan̄ : Ha na respoun̄tez nétrâ d’ar péz a desténion̄t enn da énep ?

69. Hôgen Jézuz a davé. Ha Prin̄s ar véleien a lavaraz d’ézhan̄ : Da bidi a rann enn hanô ann Doué béô, da lavaroud d’é-omp mar d-oud ar C’hrist Mâb Doué.

64. Jezuz a lavaraz d’ézhan̄ : Hé lavared éc’h euz. Hôgen lavaroud a rann d’é-hoc’h pénaoz é wélot gan̄d ann amzer Mâb ann dén azézed a zéou da c’halloud Doué, hag ô ton̄t war c’hoabrou ann én̄v.

65. Neûzé Prin̄s ar wéleien a rogaz hé ziḻad, hag a lavaraz : Touet en deûz ; da bétrâ hon euz-ni mui ézomm a destou ? Chétu bréma hoc’h eûz hé gleved ô toui :

66. Pétrâ a vennit-hu ? Hag hî a respountaz hag a lavaraz : Ar marô a dalvez.

67. Neûzé é skôpchon̄t oud hé dal, hag é rôjon̄t taoliou-dourn d’ézhan̄, ha ré all a garvanataz anézhan̄,

68. O lavarout : Diougan d’é-omp, Krist, piou eo ann hini en deûz skôet gan-éz ?

69. Hôgen Per a ioa azézed er-méaz eûz al lez : hag é tostaaz out-han̄ eur vatez, péhini a lavaraz d’ézhan̄ : Té a ioa ivé gan̄t Jézuz a C’haliléa.

70. Hag hén̄ hen nac’haz dirâg ann holl, ô lavarout : Na ouzonn két pétrâ a lévérez.

71. Ha pa dréméné dré ann ôr, eur vatez all hen gwélaz, hag a lavaraz d’ar ré a ioa énô : Hé-man̄ a ioa ivé gan̄t Jézuz a Nazaret.

72. Hag é nac’haz adarré enn eur doui hag ô lavarout : Na anavézann kéd ann dén-zé.

73. Ha nébeût goudé ar ré a ioa énô a dôstaaz, hag a lavaraz da Ber : Évit-gwîr té a zô eûz ar ré-zé : râk diouc’h da lavar hen anavézeur.

74. Neûzé é téraouaz drouk-pédi ha toui pénaoz na anavézé kéd ann dén-zé. Ha râk-tâl ar c’hiḻeg a ganaz.

75. Ha Per en doé koun eûz a c’hér Jézuz pa lavaraz d’ézhan̄ : Abarz ma kanô ar c’hiḻek, ez pézô va dinac’het teir gwéach. Hag ô véza éad er-méaz, é wélaz gan̄t c’houervder.


————


XXVII. PENNAD.


1. Hôgen pa oé deûed ar min̄tin, holl brin̄sed ar véleien hag holl hénaoured ar bobl en em guzuliaz a-énep Jézuz, évid hé lakaad d’ar marô.

2. Hag ô véza hé éréet, é kaschon̄d anézhan̄, hag hen lékéjon̄d étré daouarn Pon̄s-Pilat, mérer ar vrô.

3. Neûzé Iuzaz, pehini en doa he werzet, ô wélout pénaoz é oa barnet, é savaz keuz enn-han̄, hag é kasas ann trégon̄t péz arc’han̄t da brin̄sed ar véleien ha d’ann hénaoured,

4. O lavarout : Péc’het em eûz ô werza ar goâd dinam. Hag hî a lavaraz d’ézhan̄ : Pé vern d’é-omp-ni ? Ann dra-zé a zell ouz-id.

5. Ha goudé béza taoled ann arc’han̄t enn templ, éz éaz-kuît, hag en em grougaz.

6. Hôgen prin̄sed ar véleien ô véza kéméred ann arc’han̄t, a lavaraz : Na hellomp két hé lakaad enn ten̄zor, dré m’az eo gwerz ar goâd.

7. Hag ô véza en em guzuliet, é prénjon̄t park eur pôder, évit bésia ann diavésidi.

8. Dré-zé é c’halveur c’hoaz hiriô ar park-zé Haseldama, da lavaroud eo, park ar goâd.

9. Neûzé é oé sévénet geriou ar profed Jérémiaz pa en deûz lavaret : Hag é kémerjon̄t trégon̄t péz arc’han̄t da werz ann hini a zô bét gwerzet, eûz a béhini hô doa gréad ar marc’had gan̄t bugalé Israel :

10. Hag hô rôjon̄d évit park eur pôder, ével ma en deûz merket ann Aotrou d’in.

11. Hôgen Jézuz a ioa enn hé zâ dirâg mérer ar vrô, hag ar mérer a réaz ar goulenn-man̄ out-han̄, ô lavarout : Ha té eo Roué ar Iuzevien ?