Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/400

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
398
aviel san̄tel jézuz-krist

7. É teûaz d’hé gavoud eur vaouez péhini é doa eul léstr alabastr (G) leûn a louzou c’houéz-vâd, ha talvouduz brâz, hag a skuḻaz war hé benn é-pâd édo gourvézet.

8. Hôgen ann diskibled pa wéljon̄t kémen̄t-sé, a zavaz droug enn-hô, hag é léverjon̄t : Da bétrâ ar c’holl-zé ?

9. Râg galled é divijé gwerza kér ann dra-zé, ha rei ann arc’han̄t d’ar béorien.

10. Hôgen Jézuz ô c’houzoud ann dra-zé, a lavaraz d’ézhô : Pérâg é c’hlac’harit-hu ar c’hrég-zé ? Râk eunn dra vâd é deûz gréad em c’hén̄ver.

11. Râk péorien hô pézô bépréd gan-é-hoc’h : hôgen n’hô pézô két bépréd ac’hanoun.

12. Ha pa é deûz-hi skuḻet al louzou c’houés-vad-zé war va c’horf, é deûz hé c’hréat évit va liéna.

13. É-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h, penaoz é pé léac’h-bennag er béd holl ma vézô prézéged ann Aviel-man̄, é vézô lavared é koun anézhi (G), ar péz é deûz gréat.

14. Neûzé unan eûz ann daouzék, pehini a ioa hanvet Iuzaz Iskariot, a iéaz da gavout pennou ar véleien :

15. Hag é lavaraz d’ézhô : Pétrâ a rôot-hu d’in, ha mé hen lakai étré hô taouarn ? Hag hî a réaz marc’had gan̄t-han̄ eûz a drégon̄t péz arc’han̄t.

16. Hag a neûzé é klaské ann drô d’hé lakaad étré hô daouarn.

17. Hôgen d’ann deiz ken̄ta eûz a c’houel ar bara hép goell, ann diskibléd a zeûaz da gavout Jézuz, hag a lavaraz d’ézhan̄ : É pé léac’h é fell d’îd é aozemp d’îd ar Pask da zibri ?

18. Ha Jézuz a lavaraz : Id da géar da gavoud hen-ha-hen, ha livirid d’ézhan̄ : Ar mestr en deûz lavaret : Va amzer a zo tôst ; enn da di é rinn ar Pask gan̄t va diskibled.

19. Hag ann diskibled a réaz ével m’en doa gourc’hémennet Jézuz d’ézhô, hag é aozjon̄d ar Pask.

20. Pa oé deûed éta ar pardaez, en em lékéaz ouc’h taol gan̄d hé zaouzég diskibl.

21. Ha pa édo ar ré-man̄ ô tibri é lavaraz : É-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h, pénaoz unan ac’hanoc’h am gwerzô.

22. Hag ô véza glac’haret braz, é téraoujon̄d holl da lavaroud d’ézhan̄ : Ha me eo Aotrou ?

23. Hag hén̄ a respoun̄taz hag a lavaraz : Ann hini a laka hé zourn ganén̄ er plâd, hen-nez eo am gwerzô.

24. Mâb ann dén évit-gwîr a ia ével ma eo skrived diwar hé benn : hôgen gwâ ann dén gan̄t péhini é vézô gwerzet Mâb ann dén : gwell é vé d’ann dén-zé na vé két bét ganet.

25. Hôgen Iuzaz, péhini a werzaz anézhan̄, a respoun̄taz hag a lavaraz : Ha mé eo, Mestr ? Hag hén̄ a lavaraz : Lavared éc’h eûz.

26. Ha pa édon̄t ô koania, Jézuz a géméraz bara, hag hé vinnigaz ; hag hé dorraz, hag hé rôaz d’hé ziskibled, ô lavarout : Kémérit, ha debrit : ann dra-man̄ eo va c’horf.

27. Hag ô kéméroud ar c’halir é trugarékéaz, hag hé rôaz d’ézhô ô lavarout : Évit holl euz a hé-man̄,

28. Râg hé-man̄ eo va goâd eûz ann testaman̄t névez, péhini a vézô skuḻet évit meûr a hini évid ann distol eûz ar péc’héjou.

29. Hôgen lavaroud a rann d’é-hoc’h, pénaoz na évinn mui eûz ar frouez-zé eûz ar winien, bétég ann deiz-zé é péhini éc’h évinn anézhan a nevez é rouan̄télez va Zâd.

30. Ha goudé béza kanet eunn himm, éz éjon̄t war Ménez Olived.

31. Neûzé Jézuz a lavaraz d’ézhô : Eunn darvoud a wall-skouér é vézinn évid-hoc’h holl enn nôz-man̄. Râk skrived eo : Skei a rinn gan̄d ar mesaer, ha dén̄véd ann tropel a vézô skiñet.

32. Hôgen goudé ma vézinn savet a varô da veô, é tiaraoginn ac’hanôc’h é Galiléa.

33. Ha Per a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhan̄ : Ha pa vijez eunn darvoud a wall-skouér évid ann holl, na vézi bikenn eur wal-skouér évid-oun.

34. Jézuz a lavaraz d’ézhan̄ : É-gwirionez hel lavarann d’îd pénaoz enn nôz-man̄, abarz ma kanô ar c’hiḻek, em dinac’hi teir gwéach.

35. Per a lavaraz d’ézhan̄ : Ha pa