Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/388

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
386
aviel san̄tel jézuz-krist

all war ar ménésiou, évid mon̄d da glask ann hini a vé dian̄ket ?

13. Ha ma c’hoarvez é kavché anézhan̄ : É-gwirionnez hel lavarann d’é-hoc’h, pénaoz é laouéna mui diwar-benn hé-man̄ égéd diwar-benn ann naon̄ték ha pevar-ugen̄t ha na oan̄t két béd dian̄ket.

14. Ével-sé hô Tâd, péhini a zô enn én̄vou na fell kéd d’ézhan̄ é vé kolled unan eûz ar vugaligou-man̄.

15. Hôgen mar en deûz péc’hed da vreûr enn da énep, kéa, ha tamall anézhan̄ étré té hag hén̄ hé-unan. Mar selaou ac’hanod, ez pézô gounézed da vreûr.

16. Hôgen ma na zélaou kéd ac’hanod, kémer c’hoaz gan-éz eunn dén pé zaou, évit ma vézô krétéet pép gér dré c’hénou daou pé dri dést.

17. Ha ma na zélaou kéd anézhô, lavar d’ann Iliz. Hôgen ma na zélaou kéd ann Iliz, bézet évid-od ével eur pagan hag eur publikan.

18. É-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h, kémen̄t-bennâg a éréot war ann douar, a vézô ivé éréed enn én̄v : ha kémen̄t-bennâg a ziéréot war ann douar, a vézô ivé diéréed enn én̄v.

19. Lavaroud a rann c’hoaz d’é-hoc’h, pénaoz mar en em laka daou ac’hanoc’h kévret war ann douar, pétrâ-bennâg a c’houlennin̄t a vézô roed d’ézhô gan̄t va Zâd, péhini a zô enn én̄vou.

20. Râk el léac’h ma’z euz daou pé trî dén strolled em hanô, en em gavann énô enn hô c’hreiz.

21 Neûzé Per a dôstaaz out-han̄, hag a lavaraz : Aotrou, pét gwéach é tistaolinn d’am breûr pa en dévézô péc’het em énep ? Bété seiz gwéach ?

22. Jézuz a lavaraz d’ézhan̄ : Na lavarann kéd d’id bété seiz gwéach ; hôgen bété dék ha tri-ugen̄t gwéach seiz gwéach.

23. Dré-zé rouan̄télez ann én̄vou a zô hévélébékéed oud eunn dén roué, péhini a fellaz d’ézhan̄ lakaad hé dûd da zaskori koun̄t d’ézhan̄.

24. Ha pa en dévoé déraouet ôber hé goun̄t, é oé kased d’ézhan̄ unan péhini a dlié d’ézhan̄ dék mil talan̄t.

25. Hôgen ével n’en doa két péadrâ da zisteûrel, hé aotrou a rôaz urz d’hé werza hén̄, hé c’hrég, hé vugalé, ha kémen̄d en doa, évit paéa hé zlé.

26. Hôgen ann dén-zé oc’h en em strin̄ka d’hé dreid, a bédé anézhan̄, ô lavarout : Rô amzer d’in hag é tistaolinn d’îd va holl zlé.

27. Hôgén aotrou ar goâz-zé en doé truez out-han̄, hen laoskaz da von̄t, hag a zistaolaz d’ézhan̄ hé zlé.

28. Hôgen ar goâz-zé ô véza éat-kuît, a gavaz unan eûz hé genvreûdeûr, péhini a dlié d’ézhan̄ kan̄t diner : hag ô kregi enn-han̄ é tagé anézhan̄, ô lavarout : Distaol ar péz a dléet d’în.

29. Hag hé gen-vreûr, oc’h en em strin̄ka d’hé dreid, a bédé anézhan̄, ô lavarout : Rô amzer d’in, hag é tistaolinn d’îd va holl zlé.

30. Hôgen hén̄ na fellaz kéd d’ézhan̄ : hag éz éaz-kuît, hag é réaz hé lakaad er vâc’h, bété ma tistaoljé d’ézhan̄ ar péz a dlié.

31. Hé gen-vreûdeûr ô wéloud ar pez en doa gréat, a oé glac’haret brâz : hag é teûjon̄d da zanévella d’hô aotrou kemend a ioa c’hoarvézet.

32. Neûzé hé aotrou a c’halvaz anézhan̄, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Goaz drouk, distaoled em eûz d’id kémen̄d a dliez d’in, dré ma éc’h eûz va fédet.

33. Ha na dliez-dé két kaout truez oud da gen-vreûr, ével ma em eûz bét truez ouz-id ?

34. Hag hé aotrou ô vuanékaat a réaz hé en̄krézi, kén na oé paéet kémen̄d a dlié.

35. Ével-sé é rai d’é-hoc’h va Zâd péhini a zô enn én̄v, ma na zistaol pép hini ac’hanoc’h d’hé vreûr hé wallou a greiz kaloun.


————


XIX. PENNAD.


1. Ha pa en dévoé Jézuz peûr-lavared ar prézégennou-zé, éz éaz-kuîd eûz a C’haliléa, hag é teûaz war harzou Judéa, enn tû all d’ar Jourdan.

2. Ha kalz a bobl a iéaz war hé lerc’h, hag é iac’héaz anézhô énô.

3. Ha Farizianed a zeûaz d’hé gavoud évid hé dempti, hag é léverjon̄d