Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/387

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
385
hervez san̄t vazé.

bled, hi n’hô deûz két gelled hé iac’haat.

16. Hôgen Jézuz a respoun̄taz hag a lararaz : Gwenn diskrédik ha fallakr, pé vété keit é vézinn-mé gan-é-hoc’h ? Pé vété keit é c’houzanvinn-mé ac’hanoc’h ? Digasîd ar bugel aman̄ d’in.

17. Ha Jézuz a c’hourdrouzaz ann diaoul, hag éz éaz er-méaz anézhan̄, hag ar bugel a oé iac’héet war ann heur.

18. Neûzé ann diskibled a zeûaz da gavout Jézuz a dû, hag é léverjon̄d d’ézhan̄ : Pérâg n’hon eûz-nî két gellet hé gâs-kuît ?

19. Jézuz a lavaraz d’ézhô : Dré ann abek d’hô tigrédoni. Râg é gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h, mar hô pé feiz ével eur greûnen zezô, é lavarfac’h, d’ar ménez-zé : Kéa ac’hann dî, hag éz afé, ha nétrâ na vijé dic’halluz évid hoc’h.

20. Hôgen ar wenn-zé na véz kaset-kuît német gan̄d ar béden, ha gan̄d ar iûn.

21. Hôgen pa oen̄d distrôed é Galiléa, Jézuz a lavaraz d’ézhô : Mâb ann dén a dlé béza lékéad étré daouarn ann dûd.

22. Hag é lazin̄d anézhan̄, hag ann trédé deiz é savô a varô da véô. Hag en em c’hlac’hari a réjon̄t meûrbéd.

23. Ha pa oen̄d deûd é Kafarnaom, ar ré a zavé ar gwiriou a dôstaaz out Per, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Hô mestr ha na baé-hén̄ kéd ar gwiriou ?

24. Hag hén̄ a lavaraz : Ia. Ha pa oé éad enn tî, Jézuz a ziarbennaz anézhan̄ ô lavarout : Pétrâ a vennez-dé, Simon ? Digan̄t piou é kémer rouéed ann douar ar gwiriou pé ann tellou ? Digan̄d hô bugalé hô-unan, pé digan̄d ann diavésidi ?

25. Hag hén̄ a lavaraz : Digan̄d ann diavésidi. Jézuz a lavaraz dézhan̄ : Ar vugalé ’ta a zô kuît d’hô faéa.

26. Hôgen évit na rôimp kéd a wall skouér d’ézhô, kéa d’ar môr, ha taol eunn higen ; hag ar c’hen̄ta pésk a vézô saved eûz ann dour, kémer-hén : hag ô tigeri hé c’hénou, é kavi eur péz-arc’han̄t ; kémer-hén̄, ha rô-hén̄ d’ézhô évid-oun, hag évid-oud.


————


XVIII. PENNAD.


1. Enn heur-ze ann diskibled a dôstaaz oûc’h Jézuz, hag a lavaraz : Piou, war da vénoz, eo ar brasa é rouan̄télez ann én̄vou ?

2. Ha Jézuz a c’halvaz eur bugel bihan, hag hen lékéaz enn hô c’hreiz.

3. Hag é lavaraz : É-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h, pénaoz ma na zistrôit két, ha ma na zeûit két hével out bugalé vihan, n’az éot kéd é rouan̄télez ann én̄vou.

4. Piou-bennâg éta en em izélai ével ar bugel-zé, hen-nez eo a vézô ar brasa é rouan̄télez ann én̄vou.

5. Ha piou-bennâg a zigémer em hanô eur bugel bihan ével-sé, am digémer-mé.

6. Hôgen piou-bennâg a rôi gwall skouér da unan eûz ar vugaligou-zé péré a gréd enn-oun, gwelloc’h é vé d’ézhan̄ é vé staget ouc’h hé c’houzoûg eur méan milin hag é vé taoled é gwéled ar mor.

7. Gwa d’ar béd dré ann abek d’ar gwall skouériou. Râk réd eo é teûfé gwall skouériou : hôgen koulskoudé gwa d’ann dén eûz a béhini é teû ar gwall skôuér.

8. Hôgen ma rô da zourn, pé da droad gwall skouér d’îd, trouc’h-hén̄, ha taol hén̄ pell diouz-id. Gwell eo d’îd mon̄d er vuez moñ pé gamm, égét kaoud da zaou zourn pé da zaou droad ha béza taolet enn tân peûrbaduz.

9. Ha ma rô da lagad gwall skouér d’îd, diframm-hén̄, ha taol-hén̄ pell diouz-id. Gwell eo d’îd mon̄d er vuez born, égét kaoud da zaoulagad ha béza taolet é tân ann ifern.

10. Likid évez na zisprizfac’h nikun eûz ar vugaligou-man̄ : râk hel lavaroud a rann d’é-hoc’h, pénaoz hô élez enn én̄vou a wél bépréd dremm va Zâd, péhini a zô enn én̄vou.

11. Râk Mâb ann dén a zô deûed da zavétei ar péz a ioa kollet.

12. Pétrâ a vennit-hu ? Mar en défé eunn dén̄ kan̄t dan̄vad, hag é teûfé unan anézhô da véza dian̄ket, ha na lezfé kéd ann naon̄ték ha pevar-ugen̄d