Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/377

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
375
hervez san̄t vazé.

diouc’h hé mamm, hag ar verc’h-gaer diouc’h hé mamm-gaer.

36. Ha mévellou ann dén a vézô hé énébourien.

37. Néb a gâr hé dâd pé hé vamm dreist-oun, né kéd dellézeg ac’hanoun : ha néb a gâr hé vâb pé hé verc’h dreist-oun, né kéd dellézeg ac’hanoun.

38. Ha nép na gémer kéd hé grôaz, ha na heûḻ kéd ac’hanoun, né kéd dellézeg ac’hanoun.

39. Néb a vîr hé vuez hé c’hollo : ha néb en dévézô kolled hé vuez enn abek d’in, hé c’havô.

40. Néb a zigémer ac’hanoc’h, a zigémer ac’hanoun : ha néb a zigémer ac’hanoun, a zigémer ann hini en deûz va digaset.

41. Néb a zigémer eur profed enn hanô eur profed, en dévézô gôbr eur profed : ha néb a zigémer eunn dén gwirion enn hanô eunn dén gwirion, en dévézô gôbr eunn dén gwirion.

42. Ha piou-bennâg en dévézô rôed da éva eur wérennad zour hép-kén da unan eûz ar ré zistéra eûz ar ré-man̄, enn hanô va diskibl : é-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h, na gollô kéd hé c’hôbr.


————


XI. PENNAD.


1. Ha pa en doé rôet Jézuz ar gourc’hémennou-zé d’hé ziskibled, éz éaz ac’hanô da zeski ha da brézégi enn hô c’heriou.

2. Hôgen pa glevaz Iann enn hé vâc’h ôbériou ar C’hrist, é kasaz daou euz hé ziskibled,

3. Da lavaroud d’ézhan̄ : Ha té eo ann hini a dlé don̄t, pé é tléomp-ni gortozi eunn all ?

4. Ha Jézuz a respountaz hag a lavaraz d’ézhô : It ha danévellid da Iann ar péz hoc’h eûz klevet ha gwélet.

5. Ar ré zall a wél, ar re gamm a valé, ar ré lovr a zô skarzet, ar ré vouzar a glev, ar ré varô a zâv da véô, ann Aviel a zô prézéged d’ar ré baour.

6. Hag euruz eo ann hini na gémérô kéd a wall-skouér diouz-in.

7. Pa oa éad ar ré-man̄ kuît, Jézuz a zéraouaz komza oud ar bobl diwar-benn Iann : Pétrâ oc’h-hu éad da wéloud enn distrô ? Eur gorsen héjet gan̄d ann avel ?

8. Hôgen pétrâ oc’h-hu éad da wélout ? Eunn dén gwisket gan̄t boukder ? Chétu ar ré a zô gwisket gan̄t boukder a choum é tiez ar rouéed.

9. Hôgen pétrâ oc’h-hu éad da wéloud ? Eur profed ? Ia, a lavarann d’é-hoc’h, ha mui égéd eur profed.

10. Râg hen-nez eo diwar-benn péhini eo skrivet : Chétu é kasann va éal enn da raok, péhini a aozô da hen̄d abarz ma teûi.

11. É-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h : E-touez bugalé ar merc’hed n’eûz két bét ganet brasoc’h égét Iann Vadézour : hôgen ann hini a zô ar bihana é rouan̄télez ann én̄vou, a zô brasoc’h égét-han̄.

12. Hôgen euz a zeiziou Iann Vadezour bété vréma, roan̄télez ann én̄vou a zô bét kéméred dré ners, hag ann dûd téar eo a skrâp anézhan̄.

13. Râk bété Iann, ann holl Broféded hag al lézen hô deûz diouganet.

14. Ha mar fell d’é-hoc’h lakaad enn hô skian̄t, hén̄ eo Éliaz péhini a dlé don̄t.

15. Ra zélaouô hen-nez, ann néb en deûz diskouarn da zélaoui.

16. Hôgen, ouc’h pétrâ é hévélébékainn-mé ar bobl-man̄ ? Hén̄vel eo ouc’h bugalé azézed er marc’hallac’h, péré a grî d’hô c’henseurd,

17. Hag a lavar d’ézhô : Kaned hon eûz d’é-hoc’h, ha n’hoc’h eûz kéd dan̄set : lén̄ved hon eûz, ha n’hoc’h eûz két kan̄vaouet.

18. Râk Iann a zô deûet hép na zebr na na év, hag é lévéron̄t : Ann Diaoul a zô enn-han̄.

19. Deûed eo Mâb ann dén péhini a zebr hag a év, hag é lévéron̄t : Chétu eunn dén lon̄tek, hag eunn éver gwîn, miñoun d’ar Bublikaned ha d’ar béc’herien. Hag ar furnez a oé diskleriet gan̄d hé vipien.

20. Neûzé é teraouaz ôber tamallou d’ar c’heriou, é péré en doa gréat