Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/375

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
373
hervez san̄t vazé.

é listri nevez, hag é mireur ann eil hag égilé.

18. Pa lavaré kémen̄t-sé d’ézhô, chétu eur penn-dén a dôstaaz out-han̄, hag a azeûlé anézhan̄, ô lavarout : Aotrou, va merc’h a zô marô bréman̄ : hôgen deûz, laka da zourn war-n-ézhi, hag é vévô.

19. Ha Jézuz a zavaz, hag a iéaz war hé lerc’h gan̄d hé ziskibled.

20. Ha chétu eur c’hrég, péhini a ioa klân̄ gan̄d ann diwada daouzék vloaz a ioa, a dostaaz out-han̄ a ziadré, hag a zournataz penn-pil hé zaé d’ézhan̄.

21. Râg hî a lavaré enn-hi hé-unan : ma tournatann hép-kén hé zaé, é vézinn iac’héet.

22. Hôgen Jézuz ô véza distrôet, hag ô wéloud anézhi, a lavaraz : Va merc’h, az péz fisian̄s, da feiz en deûz da iac’héet. Hag ar c’hreg a oé iac’héet râk-tâl :

23. Ha pa oé deûed Jézuz é tî ar penn-dén, ha pa wélaz ar zutellerien hag eul lôd tûd oc’h ôber trouz, é lavaraz :

24. It-kuit : râg ar plac’h-iaouan̄k né két marô, hôgen kousked eo. Hag é réan̄t goab anézhan̄.

25. Ha pa oé kaset-kuîd al lôd tûd-zé, éz éaz ébarz, hag é krogaz enn hé dourn d’ézhi. Hag ar plac’h-iaouan̄k a zavaz.

26. Hag ar vrûd eûz a gémen̄t-sé a iéas dré ann holl vrô-zé.

27. Ha pa’z éa-kuîd ac’hanô Jézuz, daou zén dall a zeûaz war hé lerc’h, enn eul lén̄va, hag enn eul lavarout : Mâb David, az péz truez ouz-omp.

28. Hôgen pa oé deûed enn ti, ann dud dall a dôstaaz out-han̄. Ha Jézuz a lavaraz d’ézhô : Ha c’houi a gréd é helfenn ôber kémen̄t-sé d’é-hoc’h ? Hî a lavaraz d’ézhan̄ : Ia, Aotrou.

29. Neûzé é lékéaz hé zourn oud hô daou-lagad, enn eul lavarout : Bézet gréad d’é-hoc’h hervez hô feiz.

30. Hag hô daou-lagad a oé digoret : Ha Jézuz a c’houdrouzaz anézhô, ô lavarout : Diwallit na oufé dén ann dra-zé.

31. Hôgen hi ô véza éad er-méaz a rôaz da anaoud hé hanô-mâd dré ann holl vrô-zé.

32. Hôgen pa oé éat-kuîd ar ré-man̄, chétu é oé digased d’ézhan̄ eunn dén-mûd, trec’het gan̄d ann diaoul.

33. Ha goudé ma oé taolet er-méaz ann diaoul, ann dén-mûd a gomzaz, hag ann dudou a oé souézet, hag é lavaren̄t : Biskoaz n’eûz bét gwélet kémen̄d all enn Israel.

34. Hôgen ar Farizianed a lavaré : Gan̄t penn ann diaoulou é kâs-kuid ann diaoulou.

35. Ha Jézuz a iéa trô-var-drô er c’heriou hag er bourc’hiou, ô teski enn hô sinagogou, hag ô prézégi Aviel ar rouan̄télez, hag ô iac’haad ann holl wanderiou, hag ann holl glenvéjou.

36. Hôgen pa wélaz ann holl dud-zé, en doe truez out-hô dré ma oan̄t en̄krézet, ha gourvézet ével dén̄ved hep mesaer.

37. Neûzé é lavaraz d’hé ziskibled : Brâz eo ar médérez, hôgen dibaod eo ann ôbérourien.

38. Pédid éta ann Aotrou eûz ar médérez, évit ma kasô ôbérourien enn hé védérez.


————


X. PENNAD.


1. Ha goudé m’en doé galved hé zaouzék diskibl, é rôaz d’ézhô galloud war ar spérédou dic’hlan, évid hô c’hâs-kuît, ha iac’haad ann holl wanderiou, hag ann holl glen̄véjou.

2. Hôgen chétu hanvou ann daouzég Abostol : Ar c’hen̄ta, Simon, a c’halveur Per, hag André hé vreûr.

3. Jakez mâb Zébédé, ha Iann hé vreur, Filip, ha Bertélé, Tomaz, ha Mazé ar publikan, Jakez mâb Alfé, ha Tadé.

4. Simon ar C’hananéad, ha Iuzaz Iskariot, péhini hen gwerzaz.

5. Jézuz a gasaz ann daouzék dén-zé hag a c’hourc’hémennaz d’ézhô, ô lavarout : Na ’z éot-kéd é-trézeg ar Baianed, ha na ’z éot kéd é keriou ar Samaritaned.

6. Hôgen ît ken̄toc’h é-trézeg den̄ved ti Israel, péré a ia da goll.