Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/371

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
369
hervez san̄t vazé.

pénaoz eo dré ann niver eûz hô c’homsiou é tléon̄t béza sélaouet.

8. Na rît két éta ével-d-hô : râg hô Tâd a oar pétrâ hoc’h eûz ézomm, abarz m’hoc’h eûz hé goulenned digan̄t-han̄.

9. Ével-henn éta é pédot : Hon Tâd, a zô enn én̄vou ; da hanô bézet meûlet.

10. Da rouan̄télez deued d’é-omp. Da ioul bézet gréat, war ann douar, ével enn én̄v.

11. Rô d’é-omp hiriô hor bara pemdéziek.

12. Ha distaol d’é-omp hon dléou, ével ma tistaolomp d’hon dléourien.

13. Ha na laosk két ac’hanômp da gouéza é gwall-ioul ; hôgen hor mir diouc’h drouk. Ével-sé bézet gréat.

14. Râk mar distaolid d’ann dûd hô féc’héjou : ho Tâd péhini a zô enn én̄v a zistaolô ivé d’é-hoc’h hô kwallou.

15. Hôgen ma na zistaolit kéd d’ann dûd, hô Tâd na zistaolô két ken-nébeûd d’é-hoc’h hô péc’héjou.

16. Pa iunit, na vézit ked asrec’huz, ével ar bilpouzed ; râk dislébéri a réon̄d hô dremmou, évid diskouéza d’ann dûd pénaoz é iunon̄t. Hé lavaroud a rann d’é-hoc’h, hô gôbr hô deûz bét.

17. Hôgen té, pa iunez, laka louzou c’houés-vâd oud da benn, ha gwalc’h da zremm.

18. Gan̄d aoun na ziskouézfez d’ann dûd pénaoz é iunez, hôgen d’az Tâd péhini a zô enn amc’houlou : ha da Dâd, péhini a wél enn amc’houlou, a azrôiô d’îd.

19. Na zastumit kéd a denzoriou d’é-hoc’h enn douar, é péléach in̄d diframmet gan̄d ar merkl ha gan̄d ar préved, hag é péléac’h al laéroun hô dizouar hag hô laer.

20. Hôgen dastumid d’é-hoc’h tenzoriou enn én̄v, péléac’h n’in̄t diframmet na gan̄d ar merkl, na gan̄d ar préved, hag é péléac’h al laéroun n’hô dizouaron̄t na n’hô laéron̄t két.

21. Râg el léac’h ma éma da denzor, énô ivé éma da galoun.

22. Da lagad a zô kleûzeur da gorf. Mar d-eo eeun da lagad, da gorf holl a vézô lugernuz.

23. Hôgen m’ar d-eo drouk da lagad, da gorf holl a vézo téval. Mar d-eo éta tévalien ar goulou a zô enn-od, péger braz é vézô-hi ann dévalien hé-unan ?

24. Dén é-béd na hell servicha daou aotrou : râk pé é kasaô unan, hag é karô égilé ; pé é skoaziô unan, hag é raiô faé war égilé. Na hellit két servicha Doué ha Mammon.

25. Râk-sé é lavarann d’é-hoc’h : N’en em nec’hit kéd eûz ar péz a zebrot, nâg eûz ar péz a wiskod war hô korf. Hag ar vuez né d-eo két gwelloc’h éged ar boéd, hag ar c’horf gwelloc’h égéd ann diḻad ?

26. Sellid ouc’h laboused ann en̄v. Na hadon̄t két, na védon̄t két, ha na zastumon̄t nétrâ er soliérou ; hag hô Tâd péhini a zô enn én̄v a voet anézhô. Ha n’oc’h-hu két kalz muioc’h égét-hô ?

27. Ha piou ac’hanoc’h gan̄d hé holl bréder a helfé kreski hé ven̄t eûz a eunn ilinad hép-kén ?

28. Pérâg ivé oc’h-hu nec’het gan̄d hô tiḻad ? Évésait pénaoz é kresk lili ar mesiou : na labouron̄t, na na nézon̄t két.

29. Hogen mé a lavar d’é-hoc’h pénaoz Salaun hé-unan é-kreiz hé holl c’hloar né ket bét gwisked ével unan anézhô.

30. Mar gwisk éta Doué er c’hîz-zé eul louzaouen eûz ar mésiou, péhini a zô hiriô, hag a vézô war-c’hoaz taoled er fourn, gan̄t péger braz préder n’hô kwiskô hén̄ két, tûd a nébeûd a feiz ?

31. N’en em nec’hit kéd éta, ô lavarout : Pétra a zebrimp-ni, pé pétrâ a évimp-ni, pé gan̄t pétrâ en em wiskimp-ni ?

32. Ann dudou holl a en̄klask kémen̄t-sé. Hôgen hô Tad a oar pénaoz hoc’h euz ézomm eûz ann holl draou-zé.

33. Klaskit ’ta da-gen̄ta rouann̄télez Doué, hag hé wirionez : hag ann holl draou-zé a vézô rôed d’é-hoc’h ouc’h-penn.

34. Râk-sé na vézit két nec’het gan̄d ann an̄trônôz ; râg ann an̄trônôz en em brédériô anézhan̄ hé-unan. Da bép dervez é bast hé boan.


————