Pajenn:Gwilhom - livr el labourer.djvu/37

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
28
KESTEL I.

Neoah er bobl e chueh, peb unan e zihuen
É dud hag é vadeu, é fé hag é lezen
Hag émber, tra chifus, é peb leh é huéler
En tad éneb d’er mab, er brer éneb d’er brer.

Breh izel d’ha kreden té hes perpet dalhet,
Mez ehue ged a hoed ni hes té bet skuillet !

Neoah ol er pobleu énep de Frans e saw,
Bet el lehieu pelan er brezel e hum streaw.
Ne gawer ket ur vro n’en des hur soudarded
Mahet édan ou zreid ha rûet ged ou goed.
É Holland, én Autrich, é Prus, én Itali,
É Spagn, é Waterlo, drest en ol é Rusi,
E labourer spontet en ur zistonn un dé,
E sawou ged é soh eskern seh ag ou bè.

Ahoel n’en des chet mui brezel én amzer-men,
Mez ur rumad tud kri, hemb fé, ha hemb lezen,
E bouiz hoah ar hur bro. Pegourz é véhemb ni
Tenet a zan ou ferh hag a zan ou bili ?
[1] A houdé per hoalh é paiamb marw hur Roué ;
Dakoret t’emb enta, ni hou ped, ô men Doué,
Ha sawet ar é dron un den iouank karet
A huersou dré dud fal ag é vro forbanet.

  1. Le premier chant était terminé avant la chute de l’usurpateur Égalité.