Pajenn:Gwilhom - livr el labourer.djvu/35

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
26
KESTEL I.

Hag é hortoz kuh heol, én hé hrouisen kuhet,
Kaer en des er gohan krial, n’hi doujet ket.

A pe huélet el luer, baiet én un ivlen
É neauwal ér hogus, doujet un défouren ;
A p’hi guélet ru poeh, ne sawet ket ihuel
Er gouilieu ar hou lestr, doujet un taul ahuel ;
Mez mar dé dizolo ha spis d’er piarved dé,
É vou kaer en amzer é pad er miz goudé.

Mar dé milein en heol pé baiet a pe saw,
N’en det ket de valé, kent en noz é vou glaw,
Hag a p’en da de guh én ur gulé kogus,
É vou glaw hag ahuel hag un nozeah spontus.
Doué revirou n’en dein en noz-sen ar er mor,
Na mé vein fol er hoalh eid sewel en éor.

Piw e gredou larèt é ma geuiard en heol ?
Kent mé saw er brezel, kent mé koeh ur goal daul,
En heol en des ér raug ou seblantet fidél.

A pe huélas diben Luez Roué mat ha santél,
En heol, en ur sewel ha spis ha ligernus,
Hum hôlas, én un taul, ged ur vantel kogus,
E rûas el er goed hag ol en dud lorhet
E huelas un dé kaer én un noz dû chanjet.
Én amzer-se, guir é, hag en nean hag en doar
E laré reih ha splann é oé Doué é konar.