Pajenn:Gwilhom - livr el labourer.djvu/21

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
12
KESTEL I.

Réral ar un ané, ged morholeu ponner,
En ur skoein beb eil taul, et forj ou benhueger.

Deit é neoah en noz ha neze peb unan
E dosta d’en uéled én dro d’er goahad tan.
Er bautred e dill koarh, pe e hroui rucheneu,
Pé d’hober tokeu plouz e drès ou handeneu.
Kent tremen er filaj, aveid gober er had,
Er merhed e zeli néein ou gourhedad.
El leanez ag en ti e zisk er vugalé,
E len Buhé er Sent hag e gan gloer de Zoué.

Neoah én ur goignel er vam gouh azéet,
En un droein hé gourhed, e lar hi des guélet
Én amzer gueh aral er granjeu kargetoh,
En dilost han e rein blaiadeu penhuikoh,
E hes kem én amzér, én dud hag é peb kis,
Ha ne garer ket mui el én hé iouankis.
Mari, doh hi hleuèt, e hoarh hag ar er Floh
E daul, én ur ruein, ul lagad tineroh.

Ni des chet hoah tawet, ha neoah é konzer
Ag en nehuetedeu e dremen ér harter.
Peb unan e zigas nezen é santohad
Ha peb unan e lar un douéré fal pé mat :
Er mab a Gereneur zou deit ag en armé,
Er vearh a Lustregand d’un intanw e zimé,