Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/93

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Un dén prim oh, emé ean.
A pe hoes bouljet ker bean,

Hama, kansort, marhad mat,
Get hou lon, hou teu sahad ! —

Deit ma oé kent er réral,
Marhad Fanch ne oé ket fal :

Guerhet en des é éd bloh
Eit priz mat, d’ur bourhiz koh,

Getou ur pikol barù guen,
Hag e lar dehou aben :

— Bremen, dont e hreet hui
Get hou sahadeu d’em zi ?

— Ia sur — e reskondas gouiù.
D’un ti kaer ind e arriù.