Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/90

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Prest goude, oa Fanchig Kouer
Oc’h ober hent, dibreder,

War e azen, en noz du,
Gant daou zac’h, unan ’bep tu.


II

Ar beure ’luc’h war ar glis
P’eo arri Fanch en Keris.

— Porjer, digorit an nor,
’Mañ Fanch Kouer o c’houl digor !

Porjer Keris, pa glevas,
Deus e wele a zavas ;

Deus e wele eo savet,
Ar persier ’n eus digoret.

— Choui, ’mezañ, eo ar c’henta
’Antre hidiv er gær-ma ;