Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/88

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ




VIII


FANCH KOUER


――――


I


Pell ’rauk goulaouig an de
’Sailh Fanch Kouer ’maes e wele.

— ’Sord zo kauz eta, Fanchig,
E savez ken abredig ?

— Ma fried, n’ouveez ket
Am eus da gaer da vonet,

Da werzañ daou zac’had ed ?
Gwell eo ganiñ mont abred :

Primoc’h ’ze e vin distro,
Hag arc’hant em godello ! —