Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/66

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Rolandig war varc’h gant e dad,
Eur c’hoari gaer d’ezañ, avad,
Derc’hel ’n e zorn kleiz ar skoed dir
Ha bransell en all ar goaf hir.

Da luc’h an heol, da sked al loar
Ec’h ejont tre, an dud dispar ;
Red eo ve ar ramps goall-guzet :
Evit e glask n’ her c’havjont ket.
An drivet deiz, wardro kreiste,
Milon zo deut skwis o vale,
Ha da gousket e c’hourvezas
Didan goasked eun derwen vras.

Neuze ar pautr Roland a wel
Tan ha luc’hed o flamma, pell ;