Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/55

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

E galon a dridas-tre d’ar paour-kaezik Alan
Pa zigouezas en e di, diflak ha dizalan.
An tasmant na gredas ket hen heuilh bete keit-se,
Hag hon denig ’n em guzas en kornig e wele.

Penaos en dije harzet da gomz eus an tasmant
En doa graet d’añ en noz-se kement a nec’hamant ?