Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/47

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Mes ean e huign d’ein, é hratat
E vehen tost dehou deit mat ;
Prest kaer e oen d’hobér el lam,
P’em boé kleùet te voéh, me mam ;

Te voéh ém halon é harmein :
« Doué, me mab ! » Hag é ta skont d’ein ;
Me lausk de goéh er bokèdi
Ar er pautr, ne huélan ket mui ;

Ha devad ous bean me ridé,
Hemb chonj ém boteu koed azé !
Pe oen get en dorgen é vont
Me dro me fen, m’ ha kuél anont

É tal er puns-men é kousket ;
Ha me za éndro d’ha kavet ;
D’ha tihun, me sailh doh te houg…
Mam, lar d’ein : ha me zou bet drouk ?