Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/40

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



II

Antronos veure ’tivunas
P’edo an de arri goall-vras ;
He zell kentañ ’vit he bugel…
Siouas ! ’mañ ken en e gavel !

— Doue, ma mab ! — a laras hi
Hanter vouget gant anken kri ;
Hanter vouget gant anken kri,
Ha furcha pep korn eus an ti ;

’Oa ket eno ! ’oa ket er porz,
’Oa ket kennebeut el lïorz ;
Setu hi gant youc’hadennou
O klask Yannig dre ar parkou.

E kichen eur puns don e wel
Botou koad bihan he bugel ;
Hennez oa d’ei eun taul glac’har,
Ken a gouez semplet d’an douar…