Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/39

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



III


ER HROÈDURIG HAG É VAM


GIZ GUÉNED


I

En intanvéz e lak Iannig
Reih én é gavel, kousket mik ;
Er hanpen inou get predér,
E hra dehou ur bok tinér,

Ha, chuéh get hé déùeh labour,
En hum ra bean d’er kousked flour
Hemb ankoéhat ur pen peden
Èl ma jauj doh pep guir gristen.