Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/34

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ




III

— Bugelig, bugelig ru-ben,
’Zo bevañ, bevañ dianken,
Daoust e kav d’it ’hellfes bezañ
Talvoudus en douar bras-mañ ?

— Ya laouen, ’mezañ, pa hoñ bet
Evit-se gant Doue krouet.

— Petra ’c’houfes-te da ober,
Te ken bihan ha ken dister ?

— Bihan ha dister ec’h oñ-me,
’Met mar zo kals ’veldoñ ive

Me fell d’iñ, kent ma vimp deut koz,
’Ve an douar eur baradoz ! —