Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/28

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Na te, pobl ar Vreiziz, petra ’teus d’em zioall
Eneb ar re a glask, goude gourennou hir
Da stlepel, maro-mik, ’mesk treo ’oe bev gwechall ?

Da youl… Hi ra chom start, ’vel er c’hoad-derv yenn dir,
Da yez kaer en da benn, ez kalon da feiz wir.
Dalc’h mat, hag e padi : An neb a venn, a c’hall !