Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/265

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


O welet e zaou vab maro,
’N o daouarn deou o c’hleveio,

’N o daouarn deou o c’hleveio,
Hag ar bleuñ kaera war o zro ;

O zad, hag e vab yaouankañ
Kurunet a lore gantañ,

Gantañ a lore kurunet
Hag a bokou hanter-vouget ;

Ma lare o poket d’añ stard :
— Hini va mibien n’eo trubard !

Ewid o zri oe strif ha bec’h,
’Wid unan levenez an trec’h ;