Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/257

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


An tad konnaret a skrije,
Ne gave den hen frealsje ;

Ne gave den hen frealsje
’Met e vignon : hennes a re

Gant komzou flour, deus e wellañ :
— Pesort ’raje ’r pautrig, ’meañ,

E-unan-pen, a-enep tri ?
— Mervel, kentoc’h ’wit ’n em zaotri !

Da viret dinam e han’ glan,
Stourm bete ’r fin, ’vel gwir Roman !

’Vez ket pep kaloneg trec’heur ;
Ma vije kouet ’vel e vreudeur,