Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/249

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Da zellet emgann an tri breur
Ar rouane, tudjentil-veur,

Soudarded, ha tud an diou bobl,
Re zister kouls hag ar re nobl

Tro-war-dro zo bodet, ken stank
Evel ar yeod war lez ar stank ;

Hag i goasket gant hir anken,
O c’hortoz pez ’ya da dremen ;

O c’hortoz pez ’j’a da dremen…
Pa deu ar c’houec’h war an dachen.

Gante peb a skoed d’em zifenn,
Peb a dok-houarn war o fenn,