Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/239

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ




XXVII


AN OZAC’H KOS HAG E VUGALE


――――――


Kinniget en envor
D’Audren a Gerdrel,
Den reis, a rae enor
D’e vro Breiz-Izel.


Eur Breizad kos, hag a ouie
Ne vannche ken pell er bed-mañ,
P’hen jeche an douar gantañ,
A c’houlas rei d’e vugale
Araug dispartïañ dioute
Eur gentel deus ar re wellañ.

Gant peder baz hag eur c’hevre
E reas eur pakad a-zoare,