Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/235

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ




AR PAOUR-KÆS PLACH


(Dioc’h galleg Soumet.)


――――――


O kwitat eur c’housked trubuilhet ha ponner
        Na ziskoue d’iñ nep hunvre kaer,
        War ar grec’hien em eus pignet
Araug ar c’hentañ luc’h eus an heol binniget.

En eur fresk ma tihun al loened hag ar bleu,
Eun evnig a gane etoues spern-gwenn ar c’hleu ;
        Gant e vam dener oa boetat ;
        Ma teue ’n dour em daoulagat.